Levr Yona 4:8
Ha pa zavaz ann héol, ann Aotrou a lékéaz da zével eunn avel tomm ha skaot: hag ann héol a skôé war benn Jonas; hag hén̄ a oa enn eur fillidigez vrâz: hag hen̄ a c’hoan̄taaz mervel, hag a lavaraz: Gwell eo gan-én̄ mervel égét béva.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 10:3Ha Moizez a lavaraz da Aaron: Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou: San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.
2 Samuel 15:25Hag ar roué a lavaraz da Zadok: Dizoug arc’h Doué da géar: mar kavann grâs dirâg ann Aotrou, é lakai ac’hanoun da zistrei, ha da wélout adarré hé arc’h, hag hé dabernakl.
Job 7:15Râk-sé é vé gwella ar moug gan̄t va spéred, hag ar marô gan̄t va eskern.