Levr Job 7:15
Râk-sé é vé gwella ar moug gan̄t va spéred, hag ar marô gan̄t va eskern.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
So that my soul chooseth strangling, and death rather than my life.
In Context
14Té a spoun̄tô ac’hanoun gan̄d huvréou, hag a strafiḻô ac’hanoun gan̄t gwélédigésiou heûzuz.
16Na c’hédann mui béva hiviziken: az péz truez ouz-in, râg ével nétrâ eo va deisiou.
Cross References
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.
Job 3:22Ha péré a zô laouen-brâz, pa hô deûz kavet ar béz.
Ecclesiastes 2:17Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.
Jonah 4:8Ha pa zavaz ann héol, ann Aotrou a lékéaz da zével eunn avel tomm ha skaot: hag ann héol a skôé war benn Jonas; hag hén̄ a oa enn eur fillidigez vrâz: hag hen̄ a c’hoan̄taaz mervel, hag a lavaraz: Gwell eo gan-én̄ mervel égét béva.