Levr Yehoshoua 10:6
Hôgen tûd Gabaon pa wélchon̄t hô c’héar grounnet, a gasaz étrézé Jozué, péhini a oa neûzé e kamp Galgala, evit lavarout d’ézhan̄: Plijet gan-éz rei da zaouarn da genners d’as servicherien: deûz buan d’hon tenna a boan oc’h hor skoazella; rag holl rouéed ann Amorréed péré a choum er ménésiou, a zô en em zastumet enn hon énep.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 5:10Bugalé Israel a choumaz é Galgala, hag a réaz énô ar Pask er pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, é mésiou Jérikô:
Joshua 9:8Hôgen hî a lavaraz da Jozué: Da zervicherien omp. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô: Piou oc’h-hu? Hag a béléac’h é teûit-hu?
Joshua 9:24Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.