Levr Yehoshoua 9:24
Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
25Hôgen bréma émomb étré da zaouarn: grâ enn hor c’hén̄ver ar péz a gavi mâd ha reiz.
Cross References
Numbers 33:55Ha ma na fell két d’é-hoc’h laza ar ré holl a choum enn douar-zé; ar ré anézhô a vézô choumet, a vézô évid-hoc’h ével tachou enn hô taoulagad, hag ével gwafiou enn hô kostésiou, hag éc’h énébin̄t ouz-hoc’h enn douar é péhini é choumot;
Joshua 2:9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
Joshua 6:21Hag a lazaz kemen̄d dén a oa enn-hî, adaleg ar oazed bétég ar merc’hed, adaleg ar vugalé bétég ar ré gôz. Skei a rejon̄d ivé gan̄d ar c’hlézé ann éjenned, hag ann dén̄ved, hag ann ézen.
Joshua 10:2É oé spoun̄tet-brâz. Rag Gabaon a oa eur géar vrâz, hag unan eûz a gériou ar roué, ha brasoc’h égéd ar géar a Hai; hag hé vrézélidi a oa holl tûd eûz ar ré galounéka.