Levr Yehoshoua 11:12
Kéméroud a réaz ivé hag é wastaz ann holl geriou trô-war-drô, hag é lazaz hô rouéed, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet dézhan̄ Moizez, servicher ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:2Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret; ha ma lavar-hen̄ d’id: Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.
Deuteronomy 20:16Ann Aotrou da Zoué a c’hourc’hémenn d’id hiriô ôber ar c’hélennou-zé hag ar barnédigézou-zé; ha ma viri, ha ma sévéni anézhô a greiz da galoun hag a greiz da éné.
Joshua 8:31Ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou, da vugalé Israel, ha ma eo skrivet é levr lézen Moizez. Ann aoter-zé a oa gréat gan̄t mein digompez oc’h péré n’oa két bét stoket ann houarn: hag é kennigaz war-n-ézhi sakrifisou-losk, hag é lazaz viktimou a béoc’h.
Joshua 10:20Ann énébourien éta ô véza bét tréc’het ha lazet (T), hép ma choumaz hogos hini, ar ré a hellaz téc’hout eûz a zaouarn Israel, en em dennaz er c’heriou kré.
Joshua 10:30Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.
Joshua 10:35Hag é stourmaz out-hi enn hévélep deiz: hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lakis.