Levr Yehoshoua 10:30
Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Éûz a Vaséda é tréménaz gan̄d Israel holl da Lebna, hag é stourmaz out-hi.
Cross References
Numbers 32:22Ha ma vézô ann holl vrô dindân hé véli. Neûzé é viot didamall dirâg ann Aotrou ha dirâg Israel, hag ho pézô enn hô kers dirâg ann Aotrou ann douarou a c’hoan̄tait.
Deuteronomy 7:2Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret; ha ma lavar-hen̄ d’id: Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.
Joshua 8:29Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz: hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.
Joshua 10:28Enn hévélep deiz Jozué a géméraz ivé Maséda, hag a zisman̄traz anézhi gan̄d ar c’hlézé. Lakaad a réaz da vervel hé roué, hag ar ré holl a choumé enn-hi; ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén. Ober a réaz da roué Maséda ével m’en dôa gréat da roué Jériko.
Joshua 12:15Eur roué Lebna, eur roué Odullam,