Levr Yehoshoua 13:6
Ar ré holl a choum war ar ménez, adaleg al Liban bété douréier Maséréfot, hag ann holl Zidonied. Mé eo hô bévézô eûz a zirâk bugalé Israel. Ra zeûi éta ar vrôiou-zé é lôden digwéz Israel ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha bréma rann ann douar a dlé béza é kers ann naô breûriez, hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé;
Cross References
Numbers 33:54Hag é rannot anézhan̄ étré-z-hoc’h dré ar sort. Eul lôden vrasoc’h a rôot d’ar ré a vézô kalz, hag eul 1ôden vihanoc’h d’ar ré a vézô nébeût. Pép-hini en dévézô hé zigwéz diouc’h ma kouézô ar sort; ha pép lôden a vézô rannet hervez ar breûriézou hag ar c’héren̄tiézou.
Joshua 11:8Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn bugalé Israel, péré a dréc’haz anézhô hag a iéaz war hô lerc’h bété Sidon ar vrâz, bété doureier Maséréfot, ha bété mésiou Masfa a zô war-zû ar sav-héol anézhi. Ével-se Jozué hô lazaz holl, hép ma choumaz ann distéra anézho.
Joshua 14:1Chétu aman̄ pétrâ hô deûz bét enn hô c’hers bugalé (T) Israel é douar Kanaan, a zô bét rôet d’ézhô gan̄d Éléazar, ar bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar géren̄tiézou eûz a béb breûriez eûz a Israel:
Joshua 23:5Kâs a riz Moizez hag Aaron, hag é skôiz ann Éjipt gan̄t kalz a arouésiou hag a vurzudou.
Judges 2:21Na zisman̄trinn két ar brôadou en deûz lézet Jozué pa eo marô;