The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 13

1Jozué a oa kôz, hag hir-hoalet, hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Koz oud hag hir-hoalet, hag é choum eur vrô vrâz-meûrbéd, ha né két c’hoaz lôdennet dré ar sort:

2Da c’houzoud eo ann holl C’haliléa, brô ar Filistined, hag holl zouar Gésuri;

3Adalek ar ster dour téval, a zoura ann Éjipt, bétég harzou Akaron, étrézeg ann han̄ter-nôz: douar Kanaan, péhini a zô rannet étré ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hini Gaza, hini Azot, hini Askalon, hini Get, hag hini Akaron.

4War-zû ar c’hrésteiz éma ann Hévéed, holl zouar Kanaan, ha Maara ar Sidonied, bétég Afek, ha bétég harzou ann Amorréed,

5Hag ann douarou nés: hag ivé brô al Liban, war-zû ar sâv-héol, adalek Baalgad, a-îz ménez Hermon, bété m’az éeur é Émat,

6Ar ré holl a choum war ar ménez, adaleg al Liban bété douréier Maséréfot, hag ann holl Zidonied. Mé eo hô bévézô eûz a zirâk bugalé Israel. Ra zeûi éta ar vrôiou-zé é lôden digwéz Israel ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.

7Ha bréma rann ann douar a dlé béza é kers ann naô breûriez, hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé;

8Gan̄t péhini Ruben ha Gad hô deûz bét ann douar en deûz rôet d’ézhô Moizez, servicher ann Aotrou, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol;

9Adaleg Aroer, péhini a zô war c’hlân̄ froud Arnon, hag é-kreiz ann draon̄ien, hag holl vésiou Médaba, bété Dibon:

10Hag holl geriou Séhon, roué ann Amorréed, péhini a réné é Hesébon, bétég harzou bugalé Ammon:

11Ha Galaad, hag harzou Gésuri ha Mac’hati, hag holl vénez Hermon, hag holl Vasan, bété Saléka:

12Holl rouan̄télez Og é Basan, péhini a réné é Astarot hag é Édrai, hag a oa eûz ar ré a choumé eûz a douez al lan̄gouinéien (T): Moizez a drec’haz ar boblou-zé, hag hô c’hasaz-da-gét.

13Ha na fellaz két da vugalé Israel kolla tûd Gésuri ha Mac’hati: hag hî a zô choumet é-kreiz Israel bété vréma.

14Hôgen Moizez na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Lévi; rak sakrifisou ha viktimou ann Aotrou, Doué Israel, a zô hé digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhan̄.

15Moizez a rôaz éta douar é kers da vreûriez Ruben, hervez hé c’héren̄tiézou.

16Hag hô harzou a oé adaleg Aroer a zô war c’hlân̄ froud Arnon, hag é-kreiz ann draon̄ien é péhini éma ar froud-zé; hag ann holl gompézen a gâs da Védaba,

17Ha da Hesébon, hag hô holl vourc’hiou, a zô er ménésiou; ha Dibon, ha Bamot-baal, ha kéar-vrézel Baalmaon,

18Ha Jasa, ha Kédimot, ha Méfaat,

19Ha Kariataim, ha Sabama, ha Saratasar é ménez ann draon̄ien,

20Ha Betfogor, hag Asédot, ha Fasga, ha Bétjésimot,

21Hag holl geriou ar gompézen, hag holl rouan̄télésiou Séhon, roué ann Amorréed, a réné é Hesébon, a drec’haz Moizez gan̄d prin̄sed Madian, hag Hévi, ha Rékem, ha Sur, hag Hur, ha Rébé, péré a oa pennou brâz Séhon a choumé er vrô.

22Bugalé Israel a lazaz ivé gan̄d ar c’hléze Balaam, mâb Béor; ann diouganer, gan̄d ar ré all a oé lazet.

23Hag harzou brô bugalé Ruben a oé ar ster Jourdan. Chétu kers mipien Ruben, hô c’heriou hag hô bourc’hiou hervez hô c’héren̄tiézou.

24Moizez a rôaz ivé é kers da vreûriez Gad ha d’hé vugalé hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar a béhini éma aman̄ ar rann;

25Harzou Jaser, hag holl geriou Galaad, hag ann han̄ter eûz a zouar bugalé Ammon, bétég Aroer, péhini a zô rag-énep da Rabba;

26Hag adaleg Hesébon bété Ramot, Masfé ha Bétonim; hag adalek Manaim bétég harzou Dabir;

27Hag é traon̄ien Bétaran, ha Betnemra, ha Sokot, ha Safon, al lôden all eûz a rouan̄télez Séhon, roué Hesébon: harzou hé-man̄ eo ivé ar Jourdan, bétég ar penn pella eûz a vrô Kénéret, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol.

28Chétu kers bugalé Gad, hô c’heriou hag hô bourc’hiou, hervez hô c’héren̄tiézou.

29Moizez a rôaz ivé é kers da han̄ter-vreûriez Manasé ha d’hé vugalé, hervez hô c’héren̄tiézou, ann douar

30A béhini éma aman̄ ar penn: a Vanaim holl Vasan, hag holl rouan̄télésiou Og, roué Basan, hag holl vourc’hiou Jair, a zô é Basan, tri-ugen̄t kéar;

31Hag ann han̄ter eûz a C’halaad, hag eûz a Astarot, hag eûz a Édrai, keriou eûz a rouan̄télez Og é Basan: da vugalé Mac’hir, mâb Manasé, da lavaroud eo, d’ann han̄ter eûz a vugalé Mac’hir, hervez hô c’héren̄tiézou.

32Moizez a rannaz ével-sé ann douar é kompézen Moab enn tû all d’ar Jourdan, rag-énep da Jériko, war-zû ar sâv-héol.

33Hôgen na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Levi: ô véza ma eo ann Aotrou, Doué Israel, hé-unan hé c’hers, hervez ma en deûz hé lavaret dézhan̄. ———— XIV. PENNAD. Jozué a rô Hébron é kers da Galeb.

← Levr Yehoshoua 12Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 14 →

Study Levr Yehoshoua 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324