Niveroù 33:54
Hag é rannot anézhan̄ étré-z-hoc’h dré ar sort. Eul lôden vrasoc’h a rôot d’ar ré a vézô kalz, hag eul 1ôden vihanoc’h d’ar ré a vézô nébeût. Pép-hini en dévézô hé zigwéz diouc’h ma kouézô ar sort; ha pép lôden a vézô rannet hervez ar breûriézou hag ar c’héren̄tiézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
53Évit glana ann douar, hag évit choum enn-han̄; râg hé rôet em eûz d’é-hoc’h é kers,
Cross References
Numbers 26:54D’ar ré a vézô é niver brâz, é rôi eul lôden vrasoc’h, ha d’ar ré a vézô é niver bihan, é rôi eul lôden vihanoc’h; hag ar gers a vézô rôet da bép-hini, hervez ma eo bét nivéret bréma:
Numbers 35:8Ar ré eûz a vugalé Israel péré hô-dévézô enn hô c’hers muioc’h a zouar, a rôi ivé muioc’h eûz ar c’heriou-zé, hag ar ré hô dévézô nébeûtoc’h, a rôi nébeûtoc’h: pép-hini diouc’h hé zigwez a rôi keriou d’al Lévited.
Joshua 16:1Al lôden a zigwézaz dré ar sort da vugalé Jozef, a oe ar vrô adaleg ar Jourdan râg-énep da Jériko ha da zouréier ar ster-zé, war-zû ar sâv-héol: ann distrô a biñ eûz a Jériko da vénez Bétel.
Joshua 18:11Hag ar gen̄ta lôden a zigwézaz da vugalé Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou; hag hî hô dôé enn hô c’hers ann douar étré bugalé Juda ha bugalé Jozef.