Levr Yehoshoua 15:13
Hôgen Jozué a rôaz da Galeb, mâb Jéfoné, évid hé lôden é kreiz bugalé Juda, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, Kariat-Arbé, kéar tâd Énak, péhini eo Hébron.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Ar ré-zé eo harzou bugalé Juda trô-war-drô, hervez hô c’héren̄tiézou.
14Ha Kaleb a zispennaz eûz ar géar-zé ann tri mâb Énak, Sézai, hag Ahiman, ha Tolurai eûz a wenn Énak.
Cross References
Numbers 14:23Na wélin̄t két ann douar diwar-benn péhini em eûz touet d’hô zadou; hag hini eûz ar ré hô deûz drouk-pédet gan-én̄ na wélô anézhan̄.
Joshua 11:21Enn amzer-zé é kerzaz Jozué oud al lan̄gouinéien, é lazaz anézhô, hag hô dispennaz er ménésiou, é Hébron, é Dabir, hag é Anab, hag é holl vénez Juda hag Israel; hag é tiskaraz hô holl geriou.
Joshua 14:13Ha Jozué a vennigaz anézhan̄; hag é rôaz d’ézhan̄ Hébron e kers.
Joshua 20:7Hag hî a verkaz Sédez war vénez Neftali e Galiléa, ha Sichem war vénez Éfraim; ha Kariatarbé, a zô ivé Hébron, war vénez Juda.
Judges 1:10Ha Juda ô véza éat a-éneb ar C’hananéed a choumé é Hébron, hanvet enn amzer-zé Kariat-Arbé, a drec’haz Sésai, hag Ahiman, ha Tolmai: