Levr Yehoshoua 15
1Chétu al lôden a rôaz ar sort da vugalé Juda, hervez hô c’héren̄tiézou: adaleg harzou Édom, distrô Sin, war-zû ar c’hrésteiz, bétég ar penn pella eûz a zouar ar c’hrésteiz.
2Déraoui a ra er penn uc’héla eûz ar môr sall brâz, hag er môr bihan ha striz a zell oud ar c’hrésteiz.
3En em astenna a ra out ménez ar grûg, hag é trémen é Sina: piña a ra étrézé Kadezbarné, hag é teû da Esron, ô piña étrézég Addar, hag ô trei war-zû Garkaa;
4Hag ô tréménout ac’hanô béteg Arsémona, hag ô ton̄t da froud ann Éjipt, hé benn pella a skô war ar môr brâz. Énô éma hé harzou war-zû douar ar c’hrésteiz.
5War-zû ar sâv-héol é skô war ar môr sall-brâz, bétég ar penn pella eûz ar Jourdan; ha war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar bék-môr bétég ann hévélep ster Jourdan.
6Hé harzou a biñ da Vet-hagla, hag a drémen eûz ann han̄ter-nôz da Vet-araba; hag é piñ da véan Boen, mâb Ruben:
7Hag oc’h en em astenna bétég harzou Débéra é traon̄ien Akor, war-zû ann han̄ter-nôz, é sell out Galgala, péhini a zô râg-énep da dorgen Adommim, war-zû ar c’hresteiz eûz ar froud: treûzi a ra ann douréier a c’halveur feun̄teun ann héol, hag hé benn pella a skô war feun̄teun Rogel.
8Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem: hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz;
9Hag é trémen adalek lein ar ménez bété feun̄teun Neftoa, hag en em astenn bété bourc’hiou ménez Éfron: ha neûzé é tiskenn étrézé Baala, péhini eo Kariatiarim. da lavaroud eo, kéar ar c’hoajou;
10Hag eûz a Vaala é trô war-zû ar c’hûs-héol, bété ménez Seir; hag é trémen léz ménez Jarim, war-zû ann han̄ter-nôz, étrézé Keslon; hag é tiskenn étrézé Bétsamez; hag é trémen dré Damna;
11Hag é teû râg-énep d’ann han̄ter-nôz a dû da Akaron; é tiskenn étrézé Sékrona; é trémen dré vénez Baala, en em astenn bété Jebnéel, hag hé benn pella a skô war ar môr brâz, war-zû ar c’hûs-héol.
12Ar ré-zé eo harzou bugalé Juda trô-war-drô, hervez hô c’héren̄tiézou.
13Hôgen Jozué a rôaz da Galeb, mâb Jéfoné, évid hé lôden é kreiz bugalé Juda, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, Kariat-Arbé, kéar tâd Énak, péhini eo Hébron.
14Ha Kaleb a zispennaz eûz ar géar-zé ann tri mâb Énak, Sézai, hag Ahiman, ha Tolurai eûz a wenn Énak.
15Hag ô piña ac’hanô é kerzaz étrezé tûd Dabir, péhini a oa hanvet ken̄t Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar ann deskadurez.
16Ha Kaleb a lavaraz: Néb a stourmô hag a gémérô Kariat-Séfer, é rôinn d’ézhan̄ da c’hrég va merc’h Aksa.
17Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, hé c’héméraz, hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég hé verc’h Aksa.
18Ha pa gerzen̄t kévret, hou-man̄ a oé aliet gan̄d hé ozac’h da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag Aksa ô véza piñet war eunn azen, a huanadé. Ha Kaleb a lavaraz d’ézhi: Pétrâ éc’h eûz-té?
19Hag hî a lavaraz: Rô da vennoz d’in; rôed éc’h eûz d’in eunn douar trôet oud ar c’hrésteiz, hag hén̄ séac’h-brâz; rô eunn all gan̄t-han̄ hag a vézô dour enn-han̄. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar hag a oa dour enn-han̄ eûz ann néac’h d’ann traon̄. (T).
20Chétu digwéz breûriez bugalé Juda hervez hô c’héren̄tiézou.
21Étrézég ar penn pella eûz a zouar bugalé Juda, a-héd harzou Édom, war-zû ar c’hrésteiz, édo ar c’heriou-man̄: Kabséel, hag Éder, ha Jagur,
22Ha Kina, ha Dimona, hag Adada,
23Ha Kadez, hag Asor, ha Jetnam,
24Ha Zif, ha Télem, ha Balot,
25Hag Asor névez, ha Kariet, hag Hesron, péhini eo Asor,
26Hag Amam, ha Sama, ha Molada,
27Hag Asergadda, hag Hallémon, ha Bétfétet,
28Hag Hasersual, ha Bersabéé, ha Baziotia,
29Ha Baala, hag Iim, hag Ézera,
30Hag Eltolad, ha Kézil, hag Harma,
31Ha Siséleg, ha Médéména, ha Sensenna.
32Ha Lébaot, ha Sélim, hag Aen, ha Remmon, a ra holl naô c’héar war-n-ugen̄t, hag hô bourc’hiou.
33Hag er gompézen: Estaol, ha Saréa, hag Asena,
34Ha Zanoé, hag Aengannim, ha Tafua, hag Énaim,
35Ha Jérimot, hag Adallam, ha Soko, hag Azéka,
36Ha Saraim, hag Aditaim, ha Gédéra, ha Gédérotaim; pevarzék kéar hag hô bourc’hiou.
37Sanan, hag Hadassa, ha Magdalgad,
38Ha Déléan, ha Maséfa, ha Jektel,
39Ha Lakis, ha Baskat, hag Églon,
40Ha Hebson, ha Léhéman, ha Ketlis,
41Ha Gidérot, ha Bétdagon, ha Naama, ha Maséda; c’houézék kéar hag hô bourc’hiou.
42Labana, hag Éter, hag Asan,
43Ha Jefta, hag Éna, ha Nésib,
44Ha Keila, hag Akzib, ha Marésa; naô c’héar hag hô bourc’hiou.
45Akaron gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou.
46Adaleg Akaron bétég ar môr, ann holl vrô étrézé Azot hag hé bourc’hiou.
47Azot gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou; Gaza gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou, bété froud ann Éjipt; hag ar môr brâz eo hé harzou.
48Hag er ménésiou: Samir, ha Jéter, ha Soket,
49Ha Danna, ha Kariatsenna péhini eo Dabir,
50Hag Anab, hag Istémo, hag Anim,
51Ha Gosen, hag Olon, ha Gilo; unnek kéar hag hô bourc’hiou.
52Arab, ha Ruma, hag Ésaan,
53Ha Janum, ha Bét-Tafua, hag Aféka,
54Hag Atmata, ha Kariat-Arbé, péhini eo Hébron, ha Sior; naô c’héar hag hô bourc’hiou.
55Maon, ha Karmel, ha Zif, ha Jota,
56Ha Jezrael, ha Jukalam, ha Zanoé,
57Hag Akain, ha Gabaa, ha Tamna; dék kéar hag hô bourc’hiou.
58Halhul, ha Betsur, ha Gédor,
59Ha Maret, ha Bétanot, hag Eltékon; c’houéac’h kéar hag hô bourc’hiou.
60Kariat-Baal, péhini eo Kariat-larim kéar ar c’hoajou, hag Arebba; diou géar hag hô bourc’hiou.
61Enn distrô: Bétaraba, ha Meddin, ha Sac’hac’ha,
62Ha Nebsan, ha kear ar c’hoalen, hag Enagaddi; c’houéac’h kéar hag hô bourc’hiou.
63Hôgen mipien Juda na helchon̄t két dispenna ar Jébuzéed péré a choumé é Jéruzalem; hag ar Jébuzéed a zô choumet é Jéruzalem gan̄t mipien Juda bétég-henn. ———— XVI. PENNAD. Lôden Éfraim.