Levr Yehoshoua 17:16
Ha bugalé Jozef a lavaraz d’ézhan̄: Na hellimp két piña da vrô ar ménésiou, ô véza ma hô deûz ar C’hananéed, péré a choum er gompézen é péléach éma Betsan gan̄d hé bourc’hiou, ha Jezrael a zô é-kreiz ann draon̄ien, ma hô deûz kirri houarnet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 15:56Ha Jezrael, ha Jukalam, ha Zanoé,
Joshua 17:18Hôgen tréménoud a rî war ar ménez, hag é trouc’hî, hag é skarzi d’id eul léac’h évit choum: hag é helli mon̄t c’hoaz pelloc’h, p’az pézô kaset-da-gét ar C’hananéed, péré, war da lavar, hô deûz kirri houarnet, hag a zô kré-meûrbed. ———— XVIII. PENNAD. Lôden Ben̄jamin.
Judges 1:19Hag ann Aotrou a oé gan̄t Juda, hag hén̄ a berc’hennaz ar vrôiou ménésiek: hôgen na hellaz két tréc’hi tûd ann draon̄ien, ô véza m’hô dôa kalz a girri falc’hek.
Judges 4:13Hag hén̄ a zastumaz hé naô c’han̄t karr falc’hek hag a gasaz hé holl armé eûz a Haroset, kéar ar brôadou, da froud Sison.
1 Samuel 29:1Pa zeûaz David hag hé dûd da Ziséleg ann trédé deiz, ann Amalékited hô dôa gréat eunn argaden dioc’h tû ar c’hrésteiz war Ziséleg; hag hî hô dôa hé c’héméret ha lekéat ann tân enn-hi.