The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 17

1Chétu al lôden a zigwézaz dré ar sort da vreûriez Manasé (râg hén̄ a oa mâp-héna Jozef): da Vac’hir, mâp-héna Manasé, ha tâd Galaad, péhini a oé den-a-vrézel, hag en dôé enn hé gers brô C’halaad ha Basan:

2Ha da vugalé all Manasé hervez hô chéren̄tiézou, da vugalé Abiézer, ha da vugalé Hélek, ha da vugalé Esriel, ha da vugalé Séc’héna, ha da vugalé Héfer, ha da vugalé Sémida. Ar ré-zé eo mipien Manasé, mâb Jozef, ar baotred anézhô, hervez hô c’héren̄tiézou.

3Hôgen Salfaad, mâb Héfer, mâb Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé, n’en dôa két bét a baotred, hôgen merc’hed hép ken; ha chétu aman̄ hô hanoiou: Maala, ha Noa, hag Hégla, ha Melc’ha, ha Tersa.

4Hag hî a zeûaz dirâg Éléazar ar Bélek- brâz ha dirâk Jozué, mâb Nun, ha dirâk prin̄sed ar bobl, ô lavarout: Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré zourn Moizez pénaoz é vijé rôet d’é-omp douar é kers é-kreiz hor breûdeûr. Ha Jozué a rôaz d’ézhô douar é kers é-kreiz breûdeûr hô zâd, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.

5Dek kordennad zouar a zigwézaz éta da Vanasé, hép nivéri douar Galaad ha Basan enn tû all d’az Jourdan.

6Râk merc’hed Manasé hô dôé douar évid hô digwez é-kreiz bugalé Manasé. Hôgen douar Galaad a zigwézaz dré ar sort da vugalé all Manasé.

7Harzou Manasé adaleg Aser, a oé Mac’hmétat péhini a zell out Sichem: hag en em lédé war ann tû déhou a-héd ar ré a choumé é-tâl feun̄teun Tafua.

8Râk douar Tafua a oa digwézet dré ar sort da Vanasé; hôgen kéar Tafua péhini a zô é harzou Manasé, a oé rôet da vugalé Éfraim.

9Ann harzou-zé a ziskenne da draon̄ien ar raoz war-zû ar c’hrésteiz eûz a froud keriou Éfraim, péré a zô é-kreiz keriou Manasé. Harzou Manasé a zô adaleg han̄ter-nôz ar froud, hag hô fenn pella a skô oud ar môr:

10Enn hévélep doaré ma éma trâ Éfraim é tû ar c’hrésteiz, ha trâ Manasé é tû ann han̄ter-nôz, ha ma in̄t bévennet ann eil hag égilé oud ar môr, ha ma en em unanon̄t gan̄t breûriez Aser war-zû ann han̄ter-nôz, ha gan̄t breûriez Isakar war-zû ar sâv-héol.

11Manasé en dôé évid digwez é breûriez Isakar hag Asor, Bétsan hag hé bourc’hiou, ha Jéblaam gan̄d hé bourc’hiou, ha tûd Dor gan̄d hô c’heriou, ha tûd Endor gan̄d hô bourc’hiou; hag ivé tûd Ténak gan̄d hô bourc’hiou, ha tûd Megeddo gan̄d hô bourc’hiou, hag ann drédé rann eûz a géar Nofet.

12Mipien Manasé na helchon̄t két diskara ar c’heriou-zé; hôgen ar C’hananéed a zéraouaz choum er vrô-zé gan̄t-hô.

13Hôgen pa zeûaz bugalé Israel d’én em grévaat, é lékéjon̄t ar C’hananéed da bléga dindân-hô, ha da baéa gwiriou d’ézhô, hôgen na lazchon̄t két anézhô.

14Ha bugalé Jozef a gomzaz out Jozué, ô lavarout: Pérâk n’éc’h eûz-té rôet d’in néméd douar eur gordennad évit lôden, pa eo gwîr pénaoz ounn eur bobl kér paot, ha ma en deûz ann Aotrou va benniget?

15Ha Jozué a lavaraz d’ézhô: Mar d-oud eur bobl ker paot, piñ d’ar c’hoat, ha trouc’h eul léac’h d’id é brô ar Férézéed hag ar Rafaimed; pa eo ré striz d’id douar ménez Éfraim.

16Ha bugalé Jozef a lavaraz d’ézhan̄: Na hellimp két piña da vrô ar ménésiou, ô véza ma hô deûz ar C’hananéed, péré a choum er gompézen é péléach éma Betsan gan̄d hé bourc’hiou, ha Jezrael a zô é-kreiz ann draon̄ien, ma hô deûz kirri houarnet.

17Ha Jozué a lavaraz da di Jozef, Éfraim ha Manasé: Eur bobl stan̄k oud, ha kré-meûrbéd; n’az pézô két eul lôden hep-kén;

18Hôgen tréménoud a rî war ar ménez, hag é trouc’hî, hag é skarzi d’id eul léac’h évit choum: hag é helli mon̄t c’hoaz pelloc’h, p’az pézô kaset-da-gét ar C’hananéed, péré, war da lavar, hô deûz kirri houarnet, hag a zô kré-meûrbed. ———— XVIII. PENNAD. Lôden Ben̄jamin.

← Levr Yehoshoua 16Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 18 →

Study Levr Yehoshoua 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324