Levr Yehoshoua 17:18
Hôgen tréménoud a rî war ar ménez, hag é trouc’hî, hag é skarzi d’id eul léac’h évit choum: hag é helli mon̄t c’hoaz pelloc’h, p’az pézô kaset-da-gét ar C’hananéed, péré, war da lavar, hô deûz kirri houarnet, hag a zô kré-meûrbed. ———— XVIII. PENNAD. Lôden Ben̄jamin.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:6Hôgen Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, péré hô dôa ivé ardamézet ann douar-zé, a rogaz hô diḻad,
Joshua 13:6Ar ré holl a choum war ar ménez, adaleg al Liban bété douréier Maséréfot, hag ann holl Zidonied. Mé eo hô bévézô eûz a zirâk bugalé Israel. Ra zeûi éta ar vrôiou-zé é lôden digwéz Israel ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.
Joshua 17:15Ha Jozué a lavaraz d’ézhô: Mar d-oud eur bobl ker paot, piñ d’ar c’hoat, ha trouc’h eul léac’h d’id é brô ar Férézéed hag ar Rafaimed; pa eo ré striz d’id douar ménez Éfraim.
Psalms 27:1Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez; râk piou em bézô-mé aoun? Ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da gréna?
Isaiah 41:14Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel: Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.