Levr Yehoshoua 2:14
Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi: Hor buez a baéô évid da hini, gan̄t n’hor gwerzi két: ha pa en dévézô ann Aotrou lékéad ar vrô-man̄ étré hon douarn, é raimp trugarez enn da gén̄ver gan̄t pép gwirionez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 10:29Neûzé Moizez a lavaraz da Hobab, mâb Ragel, ar Madianitad, hé gar-nés: Mon̄d a réomp d’al léac’h a dlé rei ann Aotrou d’é-omp; deûz gan-é-omp, évit ma raimp vâd d’id; râg ann Aotrou en deûz lavaret é rôjé madou da Israel.
Joshua 6:22Hôgen Jozué a lavaraz d’ann daou zén péré a oa bét kaset évid anaoud ar vrô: Id é tî ar c’hast, ha likit-hi da zon̄d er méaz gan̄t kémen̄d a zô d’ezhi, ével ma hoc’h eûz hé douet d’ézhi.
Judges 1:24É wélchon̄t eur goaz a zeûé er-méaz eûz a géar, hag é léverchon̄t d’ézhan̄: Diskouéz d’é-omp dré béléac’h é helleur mon̄d é kéar, hag é raimp trugarez d’id.
2 Samuel 2:5Ha David a gasaz kannaded étrézé tûd Jabez-Galaad hag a lavaraz d’ézhô: Benniget ra viot gan̄d ann Aotrou, c’houi péré hoc’h eûz gréat ann drugarez-zé é-kén̄ver hoc’h aotrou Saül, hag hoc’h eûz hé vésiet.
2 Samuel 9:1Ha David a lavaraz: Ha n’eo két choumet unan-bennâg eûz a dî Saül, da béhini é hellinn ôber trugarez enn abek da Jonatas?