The Bible Software
bible.software › Levr Yehoshoua › Levr Yehoshoua 20 › Levr Yehoshoua 20:10

Levr Yehoshoua 20:10

Da vugalé Aaron dré géren̄tiézou Kaat eûz a wenn Lévi (râg al lôdou gen̄ta a zigwézaz d’ézhô dré ar sort),

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In Context

9Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez: évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed. ———— XXI. PENNAD. Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô. 1 Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel, 2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô: Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned. 3 Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou. 4 Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron; 5 Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé. 6 Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan. 7 Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon. 8 Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort. 9 Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou:

11Kariatarbé eûz a dâd Énak, a zô hanvet Hébron, é ménez Juda, gan̄d hé faboursiou trô-war-drô.

Read all of Levr Yehoshoua 20

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Yehoshoua 20:10

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Yehoshoua 20:9Levr Yehoshoua 20Levr Yehoshoua 20:11 →