The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 20

1Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Jozué, ô lavarout: Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô:

2Rannit keriou ann dec’herien, a béré em eûz komzet d’é-hoc’h dré c’henou Moizez,

3Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô lazet eunn dén hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha ma hellô pellaat diouc’h buanégez ar c’hâr nésa péhini eo ven̄jer ar goâd.

4Ha pa vézô tec’het enn unan eûz ar c’heriou-zé, en em lakai é tâl dôr kéar, hag é lavarô da hénaoured ar géar-zé kémen̄d a hellô rei da anaout éz eo dinam (T): hag ével-sé é tigémérin̄t anézhan̄, hag é rôin̄t d’ézhan̄ eul léac’h évit choum.

5Ha mar teû ven̄jer ar goâd war hé lerc’h, na likiin̄t két an̄ézhan̄ étré hé zaouarn; ô veza ma en deûz lazet hé nésa hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha né két anat é vé bét énébour d’ézhan̄ daou pé tri dervez ken̄t.

6Hag hen̄ a choumô er géar-zé, kén na vézô en em ziskouézet dirâg ar varnerien, ha ma en dévézô disklériet ann abeg eûz hé ôber, ha kén na vézô marô ar Bélek-brâz a oa enn amzer-zé. Neûzé al lazer a zistrôi hag a iélô enn hé géar hag enn hé dî, a béléac’h é oa tec’het.

7Hag hî a verkaz Sédez war vénez Neftali e Galiléa, ha Sichem war vénez Éfraim; ha Kariatarbé, a zô ivé Hébron, war vénez Juda.

8Hag enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol eûz a Jériko, e verkchon̄t Bosor, a zô é kompézen ann distrô, eûz a vreûriez Ruben, ha Ramot é Galaad, eûz a vreûriez Gad, ha Gaulon é Basan, eûz a vreûriez Manasé,

9Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez: évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed. ———— XXI. PENNAD. Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô. 1 Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel, 2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô: Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned. 3 Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou. 4 Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron; 5 Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé. 6 Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan. 7 Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon. 8 Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort. 9 Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou:

10Da vugalé Aaron dré géren̄tiézou Kaat eûz a wenn Lévi (râg al lôdou gen̄ta a zigwézaz d’ézhô dré ar sort),

11Kariatarbé eûz a dâd Énak, a zô hanvet Hébron, é ménez Juda, gan̄d hé faboursiou trô-war-drô.

12Râg ar parkeier hag ar plouéou anézhô, en dôa hô rôet da Galeb, mâb Jéfoné, é kers.

13Rei a réaz éta da vugalé Aaron, ar Bélek- brâz, Hébron kéar a vénéc’hi hag hé faboursiou, ha Lobna gan̄d hé faboursiou:

14Ha Jéter, hag Estémo,

15Hag Holon ha Dabir,

16Hag Ain, ha Jéta, ha Betsamez, gan̄d hô faboursiou: naô géar eûz a ziou vreûriez, ével ma eo bét lavaret ken̄t.

17Hag eûz a vreûriez bugalé Ben̄jamin; Gabaon, ha Gabaé,

18Hag Analot, hag Almon, gan̄d hô faboursiou: péder géar.

19Holl geriou bugalé Aaron, ar Bélek- brâz, kévret trizek gan̄d hô faboursiou.

20Hôgen chétu aman̄ ann digwéz a oé rôet da géren̄tiézou all bugalé Kaat eûz a wenn Lévi.

21Eûz a vreûriez Éfraim, Sichem unan eûz a gériou ménéc’hi gan̄d hé faboursiou, war vénêz Éfraim, ha Gazer,

22Ha Sibsaim, ha Bethoron, gan̄d hô faboursiou: péder géar.

23Hag eûz a vreûriez Dan, Éltéko, ha Gabaton,

24Hag Ajalon, ha Gétremmon, gan̄d hô fahoursiou: péder géar.

25Hag eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Tanac’h, ha Gétremmon, gan̄d hô faboursiou: diou géar.

26Ann dék kéar-zé hag hô faboursiou a oé rôet da vugalé Kaat eûz a eur reiz izéloc’h.

27Rei a réaz ivé da vugalé Gerson eûz a wenn Lévi, diou géar vénéc’hi eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Gaolon é Basan, ha Bosra, gan̄d hô faboursiou.

28Hag eûz a vreûriez Isakar, Sésion, ha Dabéret,

29Ha Jaramot, hag Engannim, gan̄d ho faboursiou: péder géar.

30Eûz a vreûriez Aser, Masal, hag Abdon,

31Hag Hetkat, ha Rohob, gan̄d hô faboursiou: péder géar.

32Eûz a vreûriez Neftali, Sédez e Galiléa, unan eûz a geriou ménec’hi, hag Hammat-Dor, ha Kartan, gan̄d hô faboursiou: teir c’héar.

33Holl geriou bugaié Gerson, trizék gan̄d hô faboursiou. 31 Rei a réaz ivé da vugalé Mérari, Lévited eûz a eur reiz izéloc’h, hervez hô c’hérentiézou, Jeknam, ha Karta.

34

35Ha Damna, ha Nahasol: péder géar, gan̄d hô faboursiou.

36Eûz a vreûriez Ruben, enn tû all d’ar Jourdan, râg-énep da Jériko, Basor enn distrô, unan eûz a geriou ménéc’hi, ha Misor, ha Jaser, ha Jetson, ha Méfast: péder géar, gan̄d hô faboursiou.

37Eûz a vreûriez Gad, Ramot é Galaad, unan eûz a geriou ménéc’hi, ha Manaim, ha Hésébon, ha Jaser: péder géar, gan̄d hô faboursiou.

38Holl geriou bugalé Mérari hervez hô ziégésiou hag hô c’héren̄tiézou, daouzek.

39Ével-sé holl geriou al Lévited é-kreiz digwéz bugalé Israel, a oé eûz a eiz ha daou ugen̄t,

40Gan̄d hô faboursiou, a oé rôet hervez reiz ann tiégesiou.

41Ann Aotrou, Roué Israel, a rôaz d’ézhan̄ ann holl zouar en dôa touet d’hô zadou é rôjé d’ézhô: hag hî a oé perc’hen enn-han̄, hag a choumaz enn-han̄.

42Rei a réaz d’ézhô ar péoc’h gan̄d ann holl boblou a oa war hô zrô; hag hini eûz hô énébourien na grédaz stourmi out-hô: hôgen holl é plégchon̄t dindân-hô.

43Na choumaz gér é-béd a gémen̄t en dôa touet Doué da rei d’ézhô, héb béza sévénet; hôgen holl a oé sévénet. ———— XXII. PENNAD. Aoter savet war aot ar Jourdan.

← Levr Yehoshoua 19Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 21 →

Study Levr Yehoshoua 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324