Levr Yehoshoua 20:9
Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez: évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed. ———— XXI. PENNAD. Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô. 1 Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel, 2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô: Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned. 3 Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou. 4 Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron; 5 Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé. 6 Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan. 7 Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon. 8 Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort. 9 Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 35:15Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô skuḻet goâd eunn dén, daoust pé é vézô eûz a vugalé Israel, pé eunn diavésiad, pé eunn tréméniad.
Joshua 20:6Hag hen̄ a choumô er géar-zé, kén na vézô en em ziskouézet dirâg ar varnerien, ha ma en dévézô disklériet ann abeg eûz hé ôber, ha kén na vézô marô ar Bélek-brâz a oa enn amzer-zé. Neûzé al lazer a zistrôi hag a iélô enn hé géar hag enn hé dî, a béléac’h é oa tec’het.