bible.software › Levr Yehoshoua › Levr Yehoshoua 20 › Levr Yehoshoua 20:5
Levr Yehoshoua 20:5
Ha mar teû ven̄jer ar goâd war hé lerc’h, na likiin̄t két an̄ézhan̄ étré hé zaouarn; ô veza ma en deûz lazet hé nésa hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha né két anat é vé bét énébour d’ézhan̄ daou pé tri dervez ken̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And if the avenger of blood pursue after him, then they shall not deliver the slayer up into his hand; because he smote his neighbour unwittingly, and hated him not beforetime.
In Context
4Ha pa vézô tec’het enn unan eûz ar c’heriou-zé, en em lakai é tâl dôr kéar, hag é lavarô da hénaoured ar géar-zé kémen̄d a hellô rei da anaout éz eo dinam (T): hag ével-sé é tigémérin̄t anézhan̄, hag é rôin̄t d’ézhan̄ eul léac’h évit choum.
6Hag hen̄ a choumô er géar-zé, kén na vézô en em ziskouézet dirâg ar varnerien, ha ma en dévézô disklériet ann abeg eûz hé ôber, ha kén na vézô marô ar Bélek-brâz a oa enn amzer-zé. Neûzé al lazer a zistrôi hag a iélô enn hé géar hag enn hé dî, a béléac’h é oa tec’het.
Read all of Levr Yehoshoua 20
Cross References
Numbers 35:25É vézô laosket ével eunn dén didamall, eûz a zourn ar ven̄jer, hag é vézô kaset adarré dré varn d’ar géar é péhini é oa bét tec’het; hag é choumô énô, kén na varvô ar Bélek-brâz a zô bét sakret gan̄d ann éôl san̄tel.
This Verse In Other Editions
Study Levr Yehoshoua 20:5