Levr Yehoshoua 20:4
Ha pa vézô tec’het enn unan eûz ar c’heriou-zé, en em lakai é tâl dôr kéar, hag é lavarô da hénaoured ar géar-zé kémen̄d a hellô rei da anaout éz eo dinam (T): hag ével-sé é tigémérin̄t anézhan̄, hag é rôin̄t d’ézhan̄ eul léac’h évit choum.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ruth 4:1Booz a biñaz éta da borz-kéar hag a azézaz énô. Ha pa wélaz ô von̄d é-biou ann dén-zé, kar da Ruth, eûz a béhini hon eûz komzet ama araok, é lavaraz d’ézhan̄, oc’h hé c’hervel dré hé hanô: Distrô eunn nébeût hag azez aman̄. Hag hén̄ a zistrôaz hag a azézaz.
Job 29:7P’az éann é-tâl porz kéar, ha pa aozen̄t d’in eur gador el leûr-géar;
Proverbs 31:23Hé ozac’h a vézô brudet-brâz é-tâl ar pors, pa vézô azézet gan̄d hénaoured ar vrô.
Hebrews 6:18Évit goudé béza bét skoret gan̄d ann diou dra-zé, péré na hell két Doué fazia, ma hor bézô eunn dizoan c’hallouduz, évit kaout ar madou a zô diouganet d’é-omp dré ann espéran̄s,