The Bible Software
bible.software › Levr Yehoshoua › Levr Yehoshoua 20 › Levr Yehoshoua 20:8

Levr Yehoshoua 20:8

Hag enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol eûz a Jériko, e verkchon̄t Bosor, a zô é kompézen ann distrô, eûz a vreûriez Ruben, ha Ramot é Galaad, eûz a vreûriez Gad, ha Gaulon é Basan, eûz a vreûriez Manasé,

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And on the other side Jordan by Jericho eastward, they assigned Bezer in the wilderness upon the plain out of the tribe of Reuben, and Ramoth in Gilead out of the tribe of Gad, and Golan in Bashan out of the tribe of Manasseh.

In Context

7Hag hî a verkaz Sédez war vénez Neftali e Galiléa, ha Sichem war vénez Éfraim; ha Kariatarbé, a zô ivé Hébron, war vénez Juda.

9Ar c’hériou-zé a oé lékéat évid holl vugalé Israel, hag évid ann diavésidi a choumé enn hô zouez: évit ma tec’hehé enn-hô néb en divijé lazet eunn dén hép gouzout d’ezhan̄, hag évit na vijé ket lazet-hen̄ gan̄d dourn ar c’hâr-nés a felfe d’ézhan̄ ven̄ji ar goad skuḻet, kén na helché sével dirâg ar bobl évit en em zidamallout eûz hé dorfed. ———— XXI. PENNAD. Al Lévited a c’houlenn keriou évit-hô. 1 Neûzé prin̄sed kéren̄tiézou Lévi a zeûaz da gavout Éléazar, ar Bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou eûz a beb breûriez eûz a vugalé Israel, 2 Hag é komzchon̄t out-hô é Silo, é brô Kanaan, hag é léverchon̄t d’ézhô: Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet dré c’hénou Moizez, é vijé rôet d’é-omp kériou évit choum enn-hô, hag hô faboursiou évit maga hol loéned. 3 Ha bugalé Israel a rôaz eûz hô digwêsiou, hervez gourc’hémenn ann Aotrou, keriou hag hô faboursiou. 4 Hag ar sort ô véza bét taolet évit kéren̄tiez Kaat, trizek kéar eûz a vreûriezou Juda, ha Siméon, ha Ben̄jamin a zigwézaz da vugalé Aaron; 5 Ha da vugalé all Kaat, da lavaroud éo, d’al Lévited all, dék kéar eûz a vreûriézou Éfraim ha Dan, hag han̄ter-vreûriez Manasé. 6 Hag ar sort ô véza bét taolet évit bugalé Gerson, é tigwézaz d’ézhô trizék kéar eûz a vreûriézou Isakar, hag Aser, ha Neftali, hag ann han̄ter-vreûriez eûz a Vanasé é Basan. 7 Ha da vugalé Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, daouzek kéar eûz a vreûriézou Ruben, ha Gad, ha Zabulon. 8 Bugalé Israel a rôaz d’al Lévited ar c’hériou-zé hag hô faboursiou, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez, ô rei da bép-hini diouc’h ma oa kouézet ar sort. 9 Jozué a rôaz d’ézhô keriou eûz a vreûriézou bugalé Juda ha Siméon, a bêré éma aman̄ ann hanvou:

Read all of Levr Yehoshoua 20

Cross References

Joshua 21:27Hôgen évit ma vézô da desténi étré nî ha c’houi, hag étré hor bugalé hag hô ré, pénaoz é servichomp ann Aotrou, hag hon eûz gwîr da ginniga d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha viktimou, hag hostivou a béoc’h: hâg évit na lavarô két enn amzer da-zon̄t hô pugalé d’hor bugalé: N’hoc’h eûz két a lôden enn Aotrou.

1 Chronicles 6:78Enn tû all d’ar Jourdan râg-énep da Jériko, war-zû sâv-héol ar Jourdan, eûz a vreûriez Ruben, Bosor enn distrô gan̄d hé faboursiou, ha Jasa gan̄d he faboursiou,

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Yehoshoua 20:8

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Yehoshoua 20:7Levr Yehoshoua 20Levr Yehoshoua 20:9 →