Levr Yehoshoua 21:11
Pa glevaz bugalé Israel kémen̄t-sé, ha pa oé bét kémennet d’ézhô ével gwîr pénaoz bugalé Ruben ha bugalé Gad hag han̄ter-vreûriez Manasé hô dôa savet eunn aoter é dôuar Kanaan, war uc’hélennou ar Jourdan, râg énep da vugalé Israel:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12En em zastumchon̄t holl é Silo, évit piña ha stourmi out-hô.
Cross References
Joshua 15:13Hôgen Jozué a rôaz da Galeb, mâb Jéfoné, évid hé lôden é kreiz bugalé Juda, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, Kariat-Arbé, kéar tâd Énak, péhini eo Hébron.
Joshua 20:7Hag hî a verkaz Sédez war vénez Neftali e Galiléa, ha Sichem war vénez Éfraim; ha Kariatarbé, a zô ivé Hébron, war vénez Juda.
2 Samuel 2:1Goudé-zé David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé da unan eûz a geriou Juda? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Piñ. Ha David a lavaraz: Da béléac’h é piñinn? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Da Hébron.
2 Samuel 15:7Hôgen da benn daou-ugen̄t vloaz, é lavaraz Absalom d’ar roué David: Va lez da von̄t da Hébron évit sévéni ar gwéstlou em eûz gréat d’ann Aotrou.
Luke 1:39Hôgen enn deisiou-zé Mari a zavaz hag a iéaz buan étrézég ar ménésiou, enn eur géar eûz a Juda: