The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 21

1Enn hévéleb amzer Jozué a c’halvaz breûriézou Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé,

2Hag a lavaraz d’ézhô: Gréat hoc’h eûz kémen̄t en dôa gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou: sen̄tet hoc’h eûz ivé ouz-in é pep-trâ;

3Ha n’hoc’h eûz két dilézet hô preûdeûr é-pâd eunn hir amzer, bété vreman̄, ô mirout gourc’hémenn ann Aotrou hô Toué.

4Pa en deûz éta ann Aotrou hô Toué rôet d’hô preûdeûr ann éhan hag ar péoc’h, ével m’en dôa hé lavaret, distrôit, hag îd d’hô teltou; ha d’ann douar eûz hô kers, en deûz rôet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou, enn tû all d’ar Jourdan.

5Hôgen hép-kén mirit gan̄t préder, ha sévénit évit-gwîr ar gélen hag al lézen en deûz gourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou, ma kerrot ann Aotrou hô Toué, ha ma kerzot enn hé hen̄chou, ha ma virot hé c’hourc’hémennou, ha ma en em stagot out-han̄, ha ma servichot anézhan̄ gan̄d hoc’h holl galoun, ha gan̄d hoc’h holl éné.

6Neûzé Jozué a vennigaz anézhô hag hô c’hasaz-kuit. Hag hî a zistrôaz d’hô zeltou.

7Hôgen Moizez en dôa rôet da han̄ter-vreûriez Manasé hé gers é Basan: ha Jozué en dôa rôet d’ann han̄ter-vreûriez all hé lôden é-touez hé vreûdeûr all enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol. Pa ho c’hasaz Jozué d’hô zeltou, ha goudé m’en dôé hô benniget,

8É lavaraz d’ézhô: Distrei a rîd d’hô keriou gan̄t kalz a zanvez hag a vadou, gan̄d arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha kalz a ziḻad: rannit preiz ann énébourien gan̄d hô preûdeûr.

9Bugalé Ruben ha bugalé Gad hag han̄ter-vreûriez Manasé a zistrôaz éta, hag a iéaz-kuît diouc’h bugalé Israel é Silo, péhini a zô é Kanaan, évid mon̄d da C’halaad, douar hô digwéz, a oa bét rôet d’ézhô gan̄d Moizez, hervez gourc’hémenn ann Aotrou.

10Ha pa oen̄t deûet da uchélennou ar Jourdan é douar Kanaan, é savchon̄t é-tâl ar Jourdan eunn aoter vrâz-meûrbéd.

11Pa glevaz bugalé Israel kémen̄t-sé, ha pa oé bét kémennet d’ézhô ével gwîr pénaoz bugalé Ruben ha bugalé Gad hag han̄ter-vreûriez Manasé hô dôa savet eunn aoter é dôuar Kanaan, war uc’hélennou ar Jourdan, râg énep da vugalé Israel:

12En em zastumchon̄t holl é Silo, évit piña ha stourmi out-hô.

13Ha koulskoudé é kaschon̄t étrézég enn-hô da vrô C’halaad, Finéez, mâb Éléazar ar Bélek-brâz,

14Ha dék prin̄s gan̄t-han̄, unan eûz a béb breûriez;

15Péré a zeûaz da gavout bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé, é brô C’halaad, hag a lavaraz d’ézhô:

16Chétu pétrâ a gémenn holl bobl ann Aotrou: Pétrâ eo ar fallagriez-zé? Pérâg hoc’h eûz-hu dilézet ann Aotrou, Doué Israel, ô sével eunn aoter saotret, hag oc’h en em denna eûz hé géélédigez?

17Ha nébeûd eo d’é-hoc’h béza péc’het é Béélfégor, ha ma eo choumet bété vréman̄ ann namm eûz ar fallagriez-zé war-n-omp, goudé ar c’holl eûz a gémen̄d a bobl?

18Ha c’houi a zilez hiriô ann Aotrou, ha war-c’hoaz hé vuanégez a darzô war Israel holl.

19Mar krédit pénaoz eo dic’hlan douar hô lôden, treménit d’ann douar é péhini éma tabernakl ann Aotrou, ha choumit enn hon touez; gan̄t n’en em rannot két dioud ann Aotrou, ha dioud hor c’hévrédigez, ô sével eunn aoter ha na vézô két aoter ann Aotrou, hon Doué.

20Pa dorraz Akan, mâb Zaré, gourc’hémenn ann Aotrou, ha na gouézas két buanégez ann Aotrou war holl bobl Israel? Né oa hén̄ néméd eunn dén, hag a-ioul é vijé bét kollet hé-unan goudé hé fallagriez!

21Bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé a lavaraz d’ar brin̄sed a oa bét dilennet gan̄d Israel:

22Ann Aotrou Doué kré-meûrbed, ann Aotrou Doué kré-meûrbed a anavez hor ménoz, hag Israel hé anavézô ivé. Ma hon eûz savet ann aoter-zé dré eur ménoz a wallérez, na skoazellet két ac’hanomp, hôgen kastizet ac’hanomp râk-tâl.

23Ma hon eûz hé c’hréat gan̄d ann dézô da genniga war-n-ézhi sakrifisou, ha sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h, ra en̄klaskô ha ra varnô Doué hé unan,

24Ma n’eo két deûet enn hor spéred al lavar-man̄: eunn deiz da zon̄t hô pugalé a lavarô d’hor bugalé: Pé gévrédigez a zô étré c’houi hag ann Aotrou Doué Israel?

25Ével harzou en deûz lékéat ann Aotrou ster ar Jourdan étré nî ha c’houi, ô bugalé Ruben ha bugalé Gad: ha dré-zé n’hoc’h eûz két a lôden enn Aotrou. Ha dré ann abek-zé hô pugalé a zistrofé hor bugalé eûz a zoujan̄s ann Aotrou. Mennet hon eûz éta é oa gwelloc’h ével-sé,

26Hag hon eûz lavaret: Savomp eunn aoter, nann évit kinniga war-n-ézhi sakrifisou hag hostivou a béoc’h,

27Hôgen évit ma vézô da desténi étré nî ha c’houi, hag étré hor bugalé hag hô ré, pénaoz é servichomp ann Aotrou, hag hon eûz gwîr da ginniga d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha viktimou, hag hostivou a béoc’h: hâg évit na lavarô két enn amzer da-zon̄t hô pugalé d’hor bugalé: N’hoc’h eûz két a lôden enn Aotrou.

28Mar fell d’ézhô lavarout ével-sé, é livirin̄t d’ézhô: Chétu aoter ann Aotrou, hô deûz savet hon tadou, nann évit kinniga sakrifisou, na sakrifisou-losk, hôgen évit ma vézô da desténi étré nî ha c’houi.

29Doué r’hon mirô diouc’h ar gwall-zé, ma en em dennchemp diouc’h ann Aotrou, ha mar tilézchemp hé heûliou ô sével eunn aoter évit kinniga war-n-ézhi sakrifisou, ha sakrifisou-losk, ha viktimou, némét war aoter ann Aotrou hon Doué, a zô bét savet dirâg hé dabernakl.

30Pa glevaz Finéez kémen̄t-sé, hag ar brin̄sed a oa gan̄t-han̄ hag a oa bét dileûret gan̄d Israel, éc’h habaskchon̄t; hag é oé dâ d’ézhô klévout komziou bugalé Ruben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé.

31Ha Finéez, ar bélek, mâb Eléazar, a lavaraz d’ézhô: Gouzoud a réomb bréma pénaoz éma ann Aotrou gan-é-omp, pa émoc’h dinam eûz ar fallagriez-zé, hag hoc’h eûz tennét bugalé Israel eûz a zourn ann Aotrou.

32Hag hén̄ a zistrôaz gan̄d ar brin̄sed diouc’h bugalé Ruben ha Gad, eûz a zouar Galaad, da harzou Kanaan, étrézé bugalé Israel, hag é réaz hé zanével d’ézhô.

33Hé lavar a oé hétuz d’ar ré holl hé glévaz. Ha bugalé Israel a veûlaz Doué, ha biskoaz mui na vennchon̄t mon̄d enn énép d’hô breûdeûr, évit stourmi out-hô, hag évit gwasta ann douar hô dôa enn hô c’hers.

34Ha bugalé Ruben ha bugalé Gad a c’halvaz ann aoter hô dôa savet, aoter hon desténi éz eo ann Aotrou, Doué hé-unan hép-kén. ———— XXIII. PENNAD. Jozué a gomz oud ar bobl.

← Levr Yehoshoua 20Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 22 →

Study Levr Yehoshoua 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324