Levr Yehoshoua 3:15
Pa oé éat ar ré-man̄ er Jourdan, ha pa zéraouaz ann dour glépia hô zreid (rag ar Jourdan a leûnié klañou hé aoz é amzer ar médérez),
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:10Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, ha pa hô pézô médet hoc’h édou, é tougot eur malan tamoézennou d’ar bélek, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz hô médérez:
Joshua 3:13Ha pa hô dévézô ar véleien péré a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.
Joshua 5:10Bugalé Israel a choumaz é Galgala, hag a réaz énô ar Pask er pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, é mésiou Jérikô:
1 Chronicles 12:16Don̄d a réaz ivé tûd eûz a Ven̄jamin hag eûz a Juda, da gavout David er c’hré é péhini é oa en em dennet.
Jeremiah 12:5Ha mé a iéaz hag a guzaz anézhan̄ enn Eufratez, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’in.