The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 3

1Jozué éta ô véza savet abarz ann deiz, a zisteñaz ar c’hamp; hag ô véza deûet er-méaz eûz a Zétim, hén̄ hag holl vugalé Israel, é teûjon̄t bétég ar Jourdan, hag é choumchon̄t énô trî deiz.

2Pa oé tréménet ann deisiou-zé, ann embannerien a dréménaz dré greiz ar c’hamp,

3O krial: Pa wélot arc’h kévrédigez ann Aotrou hô Toué, hag ar véleien eûz a wenn Lévi péré hé dougô, savid ivé c’houi, hag îd war hô lerc’h.

4Ha bézet étre c’houi hag ann arc’h eunn héd a zaou vil ilinad, évit ma hellot hé gwélout a bell, hag anaoud ann hen̄t dré béhini éz éot; rak biskoaz n’hoc’h eûz kerzet enn-han̄: ha likid évez na dôstafac’h oud ann arc’h.

5Ha Jozué a lavaraz d’ar bobl: En em zan̄télit; rag ann Aotrou a rai war-c’hoaz burzudou enn hô touez.

6Ha d’ar véleien é lavaraz: Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha kerzid araog ar bobl. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô, a géméraz ann arc’h, hag a gerzaz araog ar bobl.

7Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Hiriô é téraouinn da uc’hélaat ac’hanod dirâg Israel holl; évit ma wézin̄t pénaoz, ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz.

8Hôgen té, gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h, ha lavar d’éz-hô: Pa viot éat é-kreiz dour ar Jourdan, choumit énô a zav. (T).

9Ha Jozué a lavaraz da vugalé Israel: Tostaid aman̄, ha sélaouit gér ann Aotrou hô Toué

10Ha c’hoaz: É kémen̄t-man̄, émé-z-han̄, é wiot pénaoz ann Aotrou, ann Doué béô a zô enn hô kreiz, ha pénaoz é wastô dira-z-hoc’h ar C’hananéed, hag ann Hétéed, ann Hévéed, hag ar Férézéed, ar Gergéséed hag ar Jébuséed, hag ann Amorréed.

11Chétu arc’h kévrédigez Aotrou ann holl zouar a gerzô enn hô raok a-dreûz d’ar Jourdan.

12Dalc’hit prést daouzék dén eûz a vreûriézou Israel, unan a béb breûriez.

13Ha pa hô dévézô ar véleien péré a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.

14Ar bobl a zeûaz éta er-méaz eûz hé deltou, évit treûzi ar Jourdan; hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez, a gerzé enn hé raok.

15Pa oé éat ar ré-man̄ er Jourdan, ha pa zéraouaz ann dour glépia hô zreid (rag ar Jourdan a leûnié klañou hé aoz é amzer ar médérez),

16Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan: hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.

17Hôgen ar bobl a gerzé râg-énep da Jériko: hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez ann Aotrou, a choumé war ann doureier séac’h é-kreiz ar Jourdan, hag ar bobl holl a dréméné a-dreûz d’ann aoz a ioa dizéc’het. ———— IV. PENNAD. Daouzék méan kéméret é kreiz ar Jourdan a zô savet da zerc’hel sonch (T) eûz a dreûzidigez ar ster.

← Levr Yehoshoua 2Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 4 →

Study Levr Yehoshoua 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324