Levr Yehoshoua 5:1
Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 13:29Hôgen ann dûd a choum enn-han̄ a zô eûz ar gréva, hag hî hô deûz keriou brâz ha môgériet. Gwenn Énak hon eûz gwélet énô.
Joshua 2:11Ha pa hon eûz klevet kémen̄t-sé omb bét spoun̄tet-meûrbéd ha digalounékéet, ha n’eûz choumet ners é-béd gan-é-omp pa oc’h deûet: râg ann Aotrou hô Toué a zo ann hévélep Doué a zô war-laez enn én̄v, ha d’ann traon̄ war ann douar.
Joshua 3:17Hôgen ar bobl a gerzé râg-énep da Jériko: hag ar véleien péré a zougé ann arc’h a gévrédigez ann Aotrou, a choumé war ann doureier séac’h é-kreiz ar Jourdan, hag ar bobl holl a dréméné a-dreûz d’ann aoz a ioa dizéc’het. ———— IV. PENNAD. Daouzék méan kéméret é kreiz ar Jourdan a zô savet da zerc’hel sonch (T) eûz a dreûzidigez ar ster.