Levr Yehoshoua 2:11
Ha pa hon eûz klevet kémen̄t-sé omb bét spoun̄tet-meûrbéd ha digalounékéet, ha n’eûz choumet ners é-béd gan-é-omp pa oc’h deûet: râg ann Aotrou hô Toué a zo ann hévélep Doué a zô war-laez enn én̄v, ha d’ann traon̄ war ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 20:8Hag hén hon tennaz eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d eur bréac’h astennet, gan̄d eur spoun̄t brâz, gan̄d arouésiou ha burzudou:
Joshua 5:1Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
Joshua 9:24Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.