Levr Yehoshoua 7:1
Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget: hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 6:17Ra vézô anaouéet ar géar-zé: ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.
Joshua 22:16O véza ma hô pézô torret ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou, hô Toué, gan-é-hoc’h, ma hô pézô servichet hag azeûlet douéed a ziavéaz: ha râk-tâl é savô buanégaz ann Aotrou ouz-hoc’h, hag e viot lamet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h. ———— XXIV. PENNAD. Kévrédigez ar bobl gan̄d ann Aotrou. Marô Jozué hag Eléazar ar Bélek-brâz.
1 Chronicles 2:6Ha mipien Zara a oé pemp: Zamri, hag Étan, hag Éman, ha Kalkal, ha Dara.
1 Chronicles 21:7Ar gourc’hémenn-zé a zisplijaz da Zoué; hag hén̄ a skôaz war Israel.