Levr Yehoshoua 6:17
Ra vézô anaouéet ar géar-zé: ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 27:21Râk pa vézô deûet deiz ar Jubilé, é vézô san̄tél d’ann Aotrou, dré ma’z eo eunn dra a zô bet gwéstlet hag a zô gwîr ar véléien. (T).
Numbers 21:2Hôgen Israel oc’h en em wéstla d’ann Aotrou gan̄d eul lé, a lavaraz: Ma lékéez ar bobl-zé étré va daouarn, é wastinn hé geriou.
Joshua 2:1Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.
Joshua 2:22Hôgen ar ré-man̄ a gerzaz hag a dizaz ar ménésiou; hag é choumchon̄t énô é-pâd tri dervez, bété ma vijé distrôet ar ré a oa éat war hô lerc’h, péré goudé béza hô c’hlasket dré ann holl hen̄t, n’hô c’havchon̄t két.
Joshua 7:1Hôgen bugalé Israel a dorraz ar gourc’hemenn a oa bet gréat d’ézhô, hag é kémerchon̄t évit-hô ar péz a oa bét anaouéet. Rag Akan, mâb Karmi, mâb Zabdi mâb Zaré, eûz a vreûriez Juda, a gémeraz eunn dra a ioa bét milliget: hag ann Aotrou a zavaz drouk enn-han̄ a-énep bugalé Israel. (T).
Ezra 10:8Ha pénaoz piou-bennâg na vijé két deûet a-benn tri deiz, hervez kuzul ar brin̄sed hag ann hénaoured, a vijé tennet digan̄t-han̄ hé holl drâ, hag é vijé-hén̄ distolet eûz a strollad ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur.