Levr Yehoshoua 7:6
Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:6Hôgen Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, péré hô dôa ivé ardamézet ann douar-zé, a rogaz hô diḻad,
Numbers 16:45En em dennit eûz a greiz ar strollad tûd zé; mon̄d a rann bréman̄ d’hô laza holl. Neûzé ô véza hô daou en em strin̄ket d’ann douar,
Judges 20:23Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout: Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.
Judges 21:2Hag hî a zeûaz holl da di Doué é Silo, hag ô véza choumet dira-z-han̄ bétég ar pardaez, é savchon̄t hô mouéz, ha gan̄d eur iudérez brâz, en em lékéjon̄t da wéla ô lavarout:
2 Samuel 1:2Hôgen ann trédé deiz é oé gwélet eunn dén péhini a zeûé eûz a gamp Saül; roget é oa hé ziḻad, hag hé benn a oa gôlôet a boultr: ha pa dôstaaz oud David, en em daolaz war hé c’hénou, hag éc’h azeûlaz.