Levr Yehoshoua 8:4
Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout: Likit spiou adrén̄ kéar: na bellait két kalz, ha bézit prést holl:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 8:16Ha ré Hai och ôber eur garm war-eunn-drô, hag oc’h en em galounékaat ann eil égilé, a iéaz war hô lerc’h. Ha pa oen̄t éat er-méaz eûz a géar,
Judges 9:32Saô éta é-pâd ann nôz gan̄d ar ré eûz da bobl a zô gan-éz, ha choum kuzet er parkéier:
Judges 20:33Holl vugalé Israel éta a zavaz eûz al léac’h é péhini édon̄t, hag a reizaz hô armé el léac’h hanvet Baaltamar. Hag ar spierien a oa lékéat war-drô kéar, a zeûaz ivé d’en em ziskouéza.
1 Samuel 15:2Ha Samuel a lavaraz: Pénaoz éz inn-mé? Râk Saül a glevô kémen̄t-sé hag a lazô ac’hanoun. Hag ann Aotrou a lavaraz: Kémer eul leûé eûz ann tropel gan-éz, ha lavar: Évid ôber eur sakrifiz d’ann Aotrou ounn deûet.
Ecclesiastes 9:16Ha mé a lavaraz pénaoz é oa gwelloc’h ar furnez égéd ann nerz; pénaoz éta eo bét disprizet furnez ar paour, ha n’eo két bét sélaouet hé c’heriou?