Levr Yehoshoua 9:19
Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ar bobl: Touet hon eûz d’ézhô é hanô ann Aotrou Doué Israel; ével-sé na hellomp két lakaad hon dourn war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 9:20Hôgen chétu pétrâ a raimp d’éz-hô: miret é vézô evit-gwîr hô buez d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfé da zével drouk enn Aotrou enn hon énep, mar teûfemp da derri hon lé. (T).
Ecclesiastes 9:2Hôgen pép-trâ a zô miret évid ann amzer da zon̄t, hag a choum arvaruz aman̄, ô véza ma c’hoarvez pép-trâ enn eunn doaré kévatal gan̄d ann dén reiz ha gan̄d ann dén direiz, gan̄d ann dén mâd ha gan̄d ann dén fall, gan̄d ann dén glân ha gan̄d ann dén dic’hlan, gan̄d ann hini a lâz viktimou ha gan̄d ann hini a zispreiz ar sakrifisou. Ével éma ann dén mâd, éma ivé ar péc’her; néb a dou é-gaou, ével néb a dou é-gwirionez.