Niveroù 33:55
Ha ma na fell két d’é-hoc’h laza ar ré holl a choum enn douar-zé; ar ré anézhô a vézô choumet, a vézô évid-hoc’h ével tachou enn hô taoulagad, hag ével gwafiou enn hô kostésiou, hag éc’h énébin̄t ouz-hoc’h enn douar é péhini é choumot;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:4Heûlit ann Aotrou hô Toué, ha doujit-hén̄, ha mirit hé c’hourc’hémennou, ha sélaouit hé vouéz: servichit anézhan̄ hag en em stagit out-han̄.
Joshua 23:7Hôgen bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz tévalien étré c’houi hag ann Éjiptianed, hag a zigasaz ar môr war-n-ézhô, hag a c’hôlôaz anézhô. Hô taoulagad hô deûz gwélet kémen̄d em eûz gréat enn Éjipt, hag oc’h choumet pell-amzer enn distrô:
Joshua 23:13Ha mé a rôaz d‘é-hoc’h eunn douar, é péhini n’hô pôa két labouret, ha keriou ha n’hô pôa két savet, évit choum enn-hô, gwini hag olived ha n’hô pôa két plan̄tet.
Judges 2:3Râk-sé eo oé két bét fellet d’in kas anézhô da gét dira-z-hoc’h; évit ma vézin̄t d’é-hoc’h da énébourien, ha ma vézô hô douéed eunn abek d’é-hoc’h da von̄t da goll. (T).
Ezekiel 28:24Na vézô mui évit tî Israel eunn abeg a wall-skouér hag a c’houervder, nag eunn dréan ô c’hlaza ar ré holl a zô war hé zrô, hag a stourm out-hi; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.