Levr ar Varnerien 10:6
Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined: dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Ha Jair a varvaz, hag a oé béziet el léac’h hanvet Kamon.
Read all of Levr ar Varnerien 10
Cross References
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
Judges 2:11Ha bugalé Israel a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz Baal.
Judges 4:1Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod;
Judges 8:33Hôgen goudé ma oé marô Gédéon, bugalé Israel en em zistrôaz hag en em zaotraz oc’h heûlia Baal. Hag hî a réaz kévrédigez gan̄t Baal, évit ma vijé da Zoué d’ézho:
Judges 16:23Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.