Levr ar Varnerien 8:33
Hôgen goudé ma oé marô Gédéon, bugalé Israel en em zistrôaz hag en em zaotraz oc’h heûlia Baal. Hag hî a réaz kévrédigez gan̄t Baal, évit ma vijé da Zoué d’ézho:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 8
Cross References
Judges 2:7Hag hî a zervichaz ann Aotrou keit ha ma vévaz Jozué hag ann hénaoured a vévaz pell-amzer d’é-c’houdé, ha péré hô dôa gwélet kémen̄d en dôa gréat ann Aotrou é-kén̄ver Israel.
Judges 2:19Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.
Judges 8:27Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).
Judges 9:27A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin: hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
Judges 10:6Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined: dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.