Levr ar Varnerien 11:3
Jefté ô tec’hout hag ô pellaat diout-hô, a choumaz é brô Tob: ha tûd diének ha douget d’al laéron̄si en em strollaz war hé drô, hag a iéa war hé lerc’h ével war-lerc’h hô frin̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Enn amzer-zé mipien Ammon a vrézélékéé oud Israel.
Read all of Levr ar Varnerien 11
Cross References
Judges 9:4Hag hî a rôaz dézhan̄ dék lur ha tri-ugen̄t a arc’han̄t eûz a dempl Baal-bérit. Hag Abimélek a gasaz gan̄t-han̄ ac’hanô tûd disneûz ha didalvez, péré a iéaz war hé lerc’h.
1 Samuel 27:2Ha David a lavaraz da Akis: Bréma é wézi pétrâ a rai da zervicher. Hag Akis a lavaraz da Zavid: Ha mé as lakai bépréd da ziwall ac’hanoun. (T).
2 Samuel 10:6Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.
Job 30:1Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel: