The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 11

1Enn amzer-zé éz oa eunn dén eûz a C’halaad hanvet Jefté, dén-a-vrézel ha kalounek-brâz, mâb eur c’hast, hag en dôé da dâd Galaad.

2Hôgen Galaad en dôa hé c’hrég, a béhini en dôa bét bugalé péré pa oen̄t deûet brâz, a lékéaz Jefté er-méaz, ô lavarout: Na hellez két béza da her é ti hon tâd, ô véza ma oud bét ganet eûz a eur vamm all.

3Jefté ô tec’hout hag ô pellaat diout-hô, a choumaz é brô Tob: ha tûd diének ha douget d’al laéron̄si en em strollaz war hé drô, hag a iéa war hé lerc’h ével war-lerc’h hô frin̄s.

4Enn amzer-zé mipien Ammon a vrézélékéé oud Israel.

5Hag ô véza ma oan̄t stardet kaer gan̄t-hô, hénaoured Galaad a iéaz da gavout Jefté é brô Tob, évit goulenni hé skoazel digan̄t-han̄.

6Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Deûz ha bez da brin̄s d’é-omp, ha stourm out mipien Ammon.

7Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ha né két c’houi eo a gaséé ac’hanoun, hag hoc’h eûz va c’haset-kuit eûz a di va zâd; ha bréma é teûit étrézég enn-oun pa hoc’h eûz ézomm ac’hanoun?

8Hag hénaoured Galaad a lavaraz da Jefté: Dré-zé eo é teûomp bréma étrézég enn-oud, évit ma teûi gan-é-omp, ha ma stourmi out mipien Ammon, ha ma vézi é penn ar ré holl a choum é Galaad.

9Ha Jefté a lavaraz d’ézhô: Mar d-eo gwîr pénaoz oc’h deûet d’am c’havout évit ma stourminn évid-hoc’h out mipien Ammon, ha ma hô laka ann Aotrou étré va daouarn, ha béz é vézinn da brin̄s d’é-hoc’h?

10Hag hî a lavaraz dézhan̄: Ann Aotrou, péhini a glev kémen̄t-man̄, a zô hé-unan da han̄térour ha da dést, pénaoz é talc’himp hor gér.

11Jefté a iéaz éta gan̄d hénaoured Galaad, hag ar bobl holl hel lékéaz da brin̄s war-n-ézhô. Ha Jefté en dôa gréat hé holl lavariou dirâg ann Aotrou é Masfa.

12Hag hén̄ a gasaz kannaded da roué mipien Ammon, évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz: Pétrâ a zô étré té ha mé, évit ma teûez em énep, ha ma wastez va douar?

13Ha roué mipien Ammon a lavaraz d’ar gannaded: O véza ma en deûz Israel kéméret va brô, pa eo piñet eûz ann Éjipt, adaleg harzou Arnon bété Jabok, ha bétég ar Jourdan: hôgen distol-hi d’in bréma gan̄d ar péoc’h.

14Jefté hô c’hasaz adarré, hag a gémennaz d’ézhô lavarout da roué mipien Ammon:

15Chétu pétrâ a lavar Jefté: N’en deûz kéméret Israel na brô Moab, na brô mipien Ammon:

16Hôgen pa biñaz eûz ann Éjipt, é kerzaz dré ann distrô bétég ar môr Rûz, hag é teûaz da Gadez.

17Hag Israel a gasaz kannaded da roué Édom, évit lavarout: Va lez da dréménout dré da vrô. Ha roué Édom na fellaz két d’ézhan̄ é vé gréat (T) ar péz a c’houlenné. Hag Israel a gasaz ivé étrézé roué Moab, péhini a zinac’haz hô lézel da dréménout. Israel a choumaz éta é Kadez;

18Hag ô véza gréat ann drô eûz a vrô Édom hag euz a vrô Moab, é teûaz war-zû ar sâv-héol eûz a vrô Moab, hag é tisplégaz hé deltou enn tû all da Arnon: ha na fellaz két d’ézhan̄ mon̄t enn diabarz eûz a harzou Moab; rag Arnon a zo harzou brô Moab.

19Israel a gasaz ivé kannaded da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, évit lavarout d’ézhan̄: Va lez da dréménout dré da vrô bétég ar ster.

20Hôgen Séhon ô tisprizout ivé goulenn Israel, n’hé lézaz két da dréménout dré hé harzou: hag ô véza strollet eul lôd brâz a vrézélidi, é kerzaz oud Israel é Jasa, hag é énébaz kaer out-han̄.

21Hôgen ann Aotrou a lékéaz Séhon gan̄d hé holl armé étré daouarn Israel, péhini hen tréc’haz hag a géméraz holl zouarou ann Amorréed a choumé er vrô-zé,

22Hag hô holl harzou, adaleg Arnon bété Jabok, hag adaleg ann distrô bétég ar Jourdan.

23Ann Aotrou Doué Israel a dréc’haz éta ann Amorréed pa stourmé out-hô Israel hé bobl; hag é fell d’id bréma béza perc’hen enn hé zouar?

24Ha né két dléet d’id gan̄t reiz ar péz a zô da Gamor da Zoué? Evel-sé ar péz en deûz gounézet ann Aotrou hon Doué pa eo bét tréac’h, a gouez enn hor c’hers.

25Ha gwelloc’h oud égét Balak, mâb Séfor, roué Moab? Pé ha té a hell diskouéza pénaoz eo en em glemmet out Israel, hag en deûz stourmet out-han̄,

26Pa choumé é Heséhon, hag enn hé bourc’hiou, hag é Aroer, hag enn hé bourc’hiou, pé enn holl geriou a-héd ar Jourdan, é-pâd tri c’han̄t vloaz? Pérâg é-keit ann amzer-zé n’hoc’h eûz-hu gréat nétrâ diwar-benn ar goulenn-zé?

27Râk-sé né két mé a bec’h ouz-id, hôgen té eo a ra droug em énep, oc’h ôber é-gaou ar brézel ouz-in. Ra vézô hiriô ann Aotrou da varner ha da han̄térour étré Israel ha mipien Ammon.

28Roué mipien Ammon na fellaz két d’ézhan̄ aotréa ar péz en dôa goulennet Jefté digan̄t-han̄ gan̄d hé gannaded.

29Neûzé spéred ann Aotrou a iéaz war Jefté, hag oc’h ôber ann drô eûz a C’halaad, eûz a Vanasé, hag eûz a Vasfa eûz a C’halaad, é tréménaz da vrô mipien Ammon;

30Ha Jefté a réaz ar gwéstl d’ann Aotrou, ô lavarout: Mar lékéez mipien Ammon étré va daouarn,

31Ar c’hen̄ta a zeûiô er-méaz eûz va zî, hag a iélô war va arbenn (T) pa zistrôinn gan̄d ar péoc’h eûz a vrô mipien Ammon, a genniginn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk.

32Ha Jefté a dréménaz da vrô mipien Ammon évit stourmi out-hô: hag ann Aotrou hô lékéaz étré hé zaouarn.

33Hag hén̄ a dréc’haz anézhô adaleg Aroer bété ma teûeur da Vennit, é ugen̄t kéar, ha bétég Abel a zô diazézet er gwiniennou, gan̄d eul lazérez brâs-meûrbéd; ha mipien Ammon a oé izéléet gan̄t bugalé Israel.

34Hôgen pa zistrôé Jefté eûz a Vasfa d’hé di, hé verc’h penn-hérez, râk n’en dôa bugel all é-béd, a iéaz war hé arbenn (T) gan̄t taboulinou ha dan̄sou:

35Pa wélaz Jefté anézhî, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz: Allaz mé a zô reûzeûdik, va merc’h, va saouzanet éc’h eûz, hag en em zaouzanet oud da-unan: râk digoret em eûz va génou étrézég ann Aotrou, ha na hellinn két ôber eunn dra all.

36Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Va zâd ma éc’h eûz digoret da c’hénou étrézég ann Aotrou, gra d’in ar péz éc’h eûz gwéstlet da ôber, pa eo bét aotréet d’id ar ven̄jan̄s hag ann tréac’h war da énébourien.

37Hag hî a lavaraz c’hoaz d’hé zâd: Grâ d’in hép-kén ar péz a c’houlenninn digan-éz: Va lez da von̄t é-pâd daou viz war ar ménésiou évit ma wélinn war va gwerc’hted gan̄d va miñounézed.

38Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Kéa hag hén̄ a lézaz anézhi da von̄t é-pâd daou viz. Ha pa oé éat gan̄d hé eiled hag hé miñounézed, é wélaz war hé gwerc’hted war ar ménésiou.

39Ha pa oé tréménet ann daou viz é tistrôaz hî étrézég hé zâd: hag hén̄ a réaz d’ézhi ével m’en dôa gwéstlet: hag hî na anavézaz goâz é-béd. Ac’hanô é teûaz ar boaz enn Israel, hag a zô bét miret abaoé,

40Ma en em zastum kévret merc’hed Israel ha ma wélon̄t da verc’h Jefté eûz a C’halaad é-pâd pévar dervez. ———— XII. PENNAD. Dispac’h a-énep Jefté. Hé varô.

← Levr ar Varnerien 10Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 12 →

Study Levr ar Varnerien 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021