Levr ar Varnerien 16:30
É lavaraz: Ra gollinn va buez gan̄d ar Filistined: hag ô véza héjet kré ar peûliou, é kouézaz ann tî war ann holl brin̄sed ha war ar ré all eûz ar bobl a oa énô: hag hén̄ a lazaz kalz muioc’h anézhô enn eur vervel, égét n’en dôa lazet an̄dra ma oa béô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 16
Cross References
Judges 15:8Hag hén̄ hô zréc’haz hag a réas eul lazérez brâz anézhô; enn hévélep doaré ma oen̄t souézet brâz, ha ma lékéjon̄t hô gâr war hô morzed. Ha Samson a ziskennaz hag a iéaz da choum é kéô roc’h Étam.
Job 20:5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Psalms 62:3Bété pégeit en em daolot-hu war eunn dén, hag en em lékéot holl évid hé laza, ével oud eur vôger kostézet, pé oud eur gôz vur horellet?