The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 16

1Neûzé Samson a iéaz da C’haza hag a wélaz énô eur vaouez c’hast; hag az éaz d’hé c’havout.

2Pa glevaz ar Filistined kémen̄t-sé, ha ma teûaz ar vrûd enn hô zouez pénaoz é oa deûet Samson é kéar, é kelc’hchon̄t anézhan̄ hag é lékéjon̄t gwarded out pors kéar: hag énô é c’hédchon̄t anézhan̄ didrouz a-héd ann nôz, évid hé laza diouc’h ar min̄tin p’az ajé er-méaz.

3Hôgen Samson a gouskaz bétég han̄ter-nôz: ha neûzé o véza savet, é kéméraz ann diou zôr kéar, gan̄d hô postou hag hô poten, hag ô véza hô lékéat war hé ziskoaz, é tougaz anézhô war lein ar ménez a zell oud Hébron.

4Goudé-zé é karaz eur c’hrég a choume é traon̄ien Sorek, hag a oa hanvet Dalila.

5Ha prin̄sed ar Filistined a iéaz d’hé c’havout hag a lavaraz dézhi: Touell anézhan̄ ha desk diout-han̄ é péléac’h en em gav enn-han̄ eunn ners ker brâz, ha pénaoz ec’h helfemp hé dréc’hi hag hé heskina goudé béza hé éréet: ha mar gréz kémen̄t-sé, é rôimp did pép-hini unnék kan̄t péz arc’han̄t.

6Ha Dalila a lavaraz da Zamson: Lavar d’in, mé az péd, é péléac’h éma da ners ker brâz-ze, ha gan̄t pé liamm é vé réd da éréa, évit na helfez két hé derri?

7Ha Samson a lavaraz d’ézhi: Ma venn éréet gan̄t seiz korden gréat gan̄t nervennou, péré na vijé két c’hoaz séac’h, hôgen a vijé leiz, e vijenn gwân ével ar oazed all.

8Ha prin̄sed ar Filistined a zigasas dézhi seiz korden ével m’é dôa lavaret: hag hî a éréaz anézhan̄ gan̄t-ho;

9Hag ô véza kuzet spierien enn hé zî, ar ré-man̄ a c’hortozé er gampr ma vijé gréat ann taol; hag hî a griaz d’ézhan̄: Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ a dorraz ar c’herdin, ével ma torfé eunn neûden stoup pa dôsta ann tân out-hi: ha na oé két anavézet a bétrâ é teûé hé ners.

10Ha Dalila a lavaraz d’ézhan̄: Goab éc’h eûz gréat ac’hanoun, ha gevier éc’h eûz lavaret: bréma da-vihana lavar d’in gan̄t pétrâ é vé réd da éréa.

11Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Ma venn éréet gan̄t kerdin névez, ha na vé c’hoaz gréat nétrâ gan̄t-hô, é vijenn diners hag hén̄vel oud ann dûd all.

12Dalila a éréaz adarré anézhan̄ gan̄t-hô, ha goudé béza kuzet spierien enn hé c’hambr, é kriaz: Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ a dorraz ar c’herdin ével neûd lien.

13Ha Dalila a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄: Bété pégeit é ri-dé goab ac’hanoun, hag é liviri gevier d’in? Diskouéz d’in gan̄t pétrâ é vé réd da éréa. Ha Samson a lavaraz d’ézhi: Mar gwéez seiz bléven eûz va fenn gan̄t neûd steûen, hag ô véza hô lékéat war-drô da eunn tach, ma san̄kez hé-man̄ enn douar, é teûinn da véza diners.

14Ha pa oé gréat kémen̄t-sé gan̄d Dalila, é lavaraz-hî d’ézhan̄: Samson, chétu ar Filistin̄cd war n-od. Hag hén̄ ô tihuna a dennaz ann tâch er-méaz gan̄d ar bléô hag ann neûd steûen:

15Ha Dalila a lavaraz d’ézhan̄: Pénaoz é lévérez-té é karez ac’hanoun, pa n’éma két da galoun gan-én̄? Teir gwéach éc’h eûz lavaret gevier d’in, ha né két fellet d’id lavarout d’in é pétrâ éma da ners vrâz.

16Hag ô véza ma heskiné anézhan̄ ha ma en em zalc’haz é-pâd meûr a zreiz stâg out-han̄, hép lézel gan̄t-han̄ éhan é-béd, é fallaaz hé éné hag é teûaz da véza skuiz-marô.

17Neûzé ô tiskléria ar wirionez, é lavaraz d’ézhi: N’eo tréménet biskoaz ann houarn war va fenn, ô véza ma ounn Nazaréad, da lavaroud eo, ma ounn bét gwéstlet da Zoué é gôv va mamm: mar béz touzet va fenn, va ners a iélô diouz-in, hag é teûinn da véza gwân ével ann dûd all.

18Dalila ô wélout pénaoz en dôa hén̄ diskleriet kémen̄d a oa enn hé galoun, a gasaz étrézé prin̄sed ar Filistined évit lavarout d’ézhô: Piñit c’hoaz eur wéach, rak digoret en deûz bréma hé galoun d’in. Ar ré-man̄ a biñaz éta hag a zigasaz ann archan̄t hô dôa lavaret é rôjen̄t.

19Hag hî a lékéaz anézhan̄ da gouska war hé daoulin, ha da harpa hé benn war hé askré-hi. Hag hî a c’halvaz eunn touzer, hag a lékéaz trouc’ha hé zeiz kuchen vléô; hag é teûaz d’her c’has-kuît ha d’hé bellaad diout-hi: râg hé ners a oa éat râk-tâl diout-han̄:

20Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ ô tihuna a lavaraz enn-han̄ hé unan: En em denna a rinn ac’hann ével ma em eûz gréat ken̄t, hag é vézinn dieûbet; râk na wié két pénaoz é oa en em dennet ann Aotrou diout-han̄.

21Pa hô dôé ar Filistined hé géméret, é tennchon̄t hé zaoulagad eûz hé benn, ha goudé béza hé éréet gan̄t chadennou, é kaschon̄t anézhan̄ da C’haza; hag ô véza hé zerret er vâc’h, hel lékéjon̄t da drei ar vréô.

22Koulskoudé hé vléô a zeûé da greski.

23Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.

24Pa wélaz ar bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ivé hô Doué, ô lavarout ével t-hô: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn hon énébour, péhini en deûz gwastet hor brô ha lazet kalz ac’hanomp.

25Hag hî en em laouéneaz ô banvéza, ha pa oé gréat hô banvez, é c’hourc’hémenchon̄t gervel Samson evit ma c’hoan̄jé dira-z-hô. Ha Samson ô véza bét digaset eûz ar vâc’h, a c’hoan̄ié dira-z-hô: hag hî a lékéaz anézhan̄ enn hé zâ étré daou beûl.

26Ha Samson a lavaraz d’ar paotr a vléñé anézhan̄: Va lez da lakaat va daouarn war ar peûliou a zoug ann ti holl, évit ma harpinn war-n-ézhô, ha ma tiskuizinn eunn nébeût.

27Hôgen ann tî a oa leûn a oazed hag a verc’hed, hag holl brin̄sed ar Filistined a oa énô; hag eûz a lein ann doen éz oa war-drô tri mil dén a bép reiz a zellé out Samson ô c’hoari.

28Hôgen hén̄ ô c’hervel ann Aotrou, a lavaraz: Aotrou Doué, az péz sonch ac’hanoun, asrô d’in bréma, va Doué, va ners gen̄ta, évit ma en em ven̄jinn eûz va énébourien ha ma tistolinn d’ézhô enn eur wéach ar péz a zellézon̄t évid ar c’holl eûz va daou-lagad.

29Hag ô kémérout ann daou beûl war béré edô douget ann ti, hag ô terc’hel unan anézhô gan̄d hé zourn déou hag égilé gan̄d hé zourn kleiz,

30É lavaraz: Ra gollinn va buez gan̄d ar Filistined: hag ô véza héjet kré ar peûliou, é kouézaz ann tî war ann holl brin̄sed ha war ar ré all eûz ar bobl a oa énô: hag hén̄ a lazaz kalz muioc’h anézhô enn eur vervel, égét n’en dôa lazet an̄dra ma oa béô.

31Hôgen hé vreûdeûr hag hé holl géren̄t ô véza diskennet dî a géméraz hé gorf, hag a vésiaz anézhan̄ étré Saraa hag Estaol, é béz hé dâd Manué. Hag hén̄ a varnaz Israel é-pâd ugen̄t vloaz. ———— XVII. PENNAD. Idol tî Mikas.

← Levr ar Varnerien 15Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 17 →

Study Levr ar Varnerien 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021