Levr ar Varnerien 16:5
Ha prin̄sed ar Filistined a iéaz d’hé c’havout hag a lavaraz dézhi: Touell anézhan̄ ha desk diout-han̄ é péléac’h en em gav enn-han̄ eunn ners ker brâz, ha pénaoz ec’h helfemp hé dréc’hi hag hé heskina goudé béza hé éréet: ha mar gréz kémen̄t-sé, é rôimp did pép-hini unnék kan̄t péz arc’han̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Goudé-zé é karaz eur c’hrég a choume é traon̄ien Sorek, hag a oa hanvet Dalila.
Read all of Levr ar Varnerien 16
Cross References
Joshua 13:3Adalek ar ster dour téval, a zoura ann Éjipt, bétég harzou Akaron, étrézeg ann han̄ter-nôz: douar Kanaan, péhini a zô rannet étré ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hini Gaza, hini Azot, hini Askalon, hini Get, hag hini Akaron.
Judges 14:15Hôgen pa dostéé ar seizved deiz é léverchon̄t da c’hrég Samson: Gra lidou d’as ozac’h, ha laka-hén̄ da ziskleria d’id pétrâ eo hé lavar-gôlôet. Ma na fell két d’id hé ôber, as tévimp, té ha tî da dâd: hag hor galvet éc’h eûz té d’as eûred évid hon diwiska?
1 Samuel 29:6Ha David a oé glac’haret-brâz: râg ar bobl a fellé d’ézhan̄ hé labéza, ô véza ma oa kaloun pép-hini glac’haret diwar-benn hô mipien hag hô merc’hed: hôgen David a lékéaz hé fisian̄s enn Aotrou, hé Zoué.
Proverbs 5:3Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.
Proverbs 7:21Ével-sé é taol hé rouéjou war-n-ézhan̄ gan̄t kalz lavariou, hag é tenn anézhan̄ gan̄t lidou hé muzellou.