Levr ar Varnerien 14:15
Hôgen pa dostéé ar seizved deiz é léverchon̄t da c’hrég Samson: Gra lidou d’as ozac’h, ha laka-hén̄ da ziskleria d’id pétrâ eo hé lavar-gôlôet. Ma na fell két d’id hé ôber, as tévimp, té ha tî da dâd: hag hor galvet éc’h eûz té d’as eûred évid hon diwiska?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 14
Cross References
Judges 12:1Hôgen eunn dispac’h a zavaz enn Éfraim, ha tûd ar vreûriez-zé ô tréménout war-zû ann han̄ter-nôz, a lavaraz da Jefté: Pérâk pa oud éat da stourmi out mipien Ammon, né két fellet d’id hor gervel da von̄t gan-ez? En̄tana a raimb éta da dî.
Judges 16:5Ha prin̄sed ar Filistined a iéaz d’hé c’havout hag a lavaraz dézhi: Touell anézhan̄ ha desk diout-han̄ é péléac’h en em gav enn-han̄ eunn ners ker brâz, ha pénaoz ec’h helfemp hé dréc’hi hag hé heskina goudé béza hé éréet: ha mar gréz kémen̄t-sé, é rôimp did pép-hini unnék kan̄t péz arc’han̄t.
Proverbs 5:3Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.