Levr ar Varnerien 18:29
Hag hî a c’halvaz Dan, eûz a hanô hô zâd a oa mâb da Israel, ar géar-zé a oa ken̄t hanvet Lais. 90 Hag hî a zavaz évit-hô ar skeûden kizellet, hag a lékéaz Jonatan, mâb Gersam, mâb Moizez, hag hé vipien da véleien é breûriez Dan, bété deiz hô sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 18
Cross References
Judges 18:7Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
2 Samuel 17:11Chétu éta ar chuzul a gavann ar gwella: Stroll war-drô d’id Israel holl, adalek Dan bété Bersabéé, ével tréaz ar môr péhini a zô diniver; ha té a vézô enn hô c’hreiz.