Levr ar Varnerien 19:6
Hag hî a azézaz, a zebraz hag a évaz hô zri. Hag ann tâd-kaer a lavaraz d’hé vâp-kaer: Choum gan-é-omp hiriô, mé az péd, hag en em laouénaomp kévret.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 19
Cross References
Judges 9:27A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin: hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
Judges 19:9Hag ann dén-iaouan̄k a zavaz évit mon̄t-kuît gan̄d hé c’hrég hag hé baotr. Hag hé dâd-kaer a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄: Gwél pénaos é kouéz ann deiz, hag é tôsta ar pardaez: choum c’hoaz hiriô em zî, hag en em laouéna, ha war-c’hoaz en em likii enn hen̄t évid distrei d’as tî.
Ruth 3:7Ha pa en dôé Booz débret hag évet, ha pa en em gavaz laouénoc’h, éz éaz da gouska é-harz eur bern malanou: ha Ruth a zeûaz didrouz, ha goudé béza dizôlôet ar ballen war-zû ann treid, en em doalaz énô.
Esther 1:10Er seizved deiz, pa oa laouen ar roué, ha pa oa tomm d’hé benn gan̄d al lôd gwîn en dôa évet, é c’hourc’hémennaz da Vauman, da Vazata, ha da Harbona, ha da Vagata, ha da Abgata, ha da Zétar, ha da C’harc’has, hô zeiz spazéien d’ar roué, hag a oa bépréd dira-z-han̄;
Luke 12:19Hag é livirinn d’am éné: Va éné, kalz a vadou éc’h eûz a dû évit meûr a vloaz: arzaô, debr, év, ha gra banvez.