Levr ar Varnerien 19
1Béz’ éz oa eul Lévit péhini a choumé war gostez ménez Éfraim, hag en dôa kéméret eur c’hrég eûz a Vétléhem Juda.
2Hou-man̄ a guitaaz anézhan̄, hag ô véza distrôet da Vétléhem é tî hé zâd, é choumaz é-pâd pévar miz enn hé dî.
3Hé ozac’h, péhini en dôa c’hoan̄t d’en em unvani a névez gan̄t-hî, d’hé likaoui ha d’hé digas gan̄t-han̄, a iéaz war hé lerc’h gan̄d eur paotr ha daou azen. Hé c’hrég a zigéméraz anézhan̄ hag hel lékéaz da von̄t ébarz tî hé zâd. Pa glevaz hé dâd-kaer kémen̄t-sé, ha pa her gwélaz, éz éaz éz laouen war hé arbenn,
4Hag é pokaz d’ézhan̄. Hag ar mâb-kaer a choumaz tri dervez é-tî hé dâd kaer, ô tibri hag oc’h éva gan̄t-han̄ gan̄t kalz a galouniez.
5Hôgen ar pévaré deiz ô sével diouc’h ar min̄tin, é fellaz d’ézhan̄ mon̄t kuît, hag hé dâd-kaer a zalc’haz anézhan̄ hag a lavaraz d’ézhan̄: Kémer araok eunn tamm bara, évit rei nerz d’as galoun, ha goudé-zé éz î-kuît.
6Hag hî a azézaz, a zebraz hag a évaz hô zri. Hag ann tâd-kaer a lavaraz d’hé vâp-kaer: Choum gan-é-omp hiriô, mé az péd, hag en em laouénaomp kévret.
7Hôgen hén̄ ô sével a fellaz d’ézhan̄ mon̄t-kuît. Hag hé dâd-kaer hen dalc’haz ker stard ma hel lékéaz da choum enn hé dî.
8Ha pa oé deûet ar min̄tin, al Lévit a fellaz d’ezhan̄ mon̄t-kuît. (T). Hag hé dâd-kaer a lavaraz adarré d’ézhan̄: Da bédi a rann, émé-z-han̄, da gémérout eunn nébeût boéd, ha p’az pézô nerzet da galoun ha pa vézô kresket ann deiz, neûzé éz î-kuît. Dibri a réjon̄t éta kévret.
9Hag ann dén-iaouan̄k a zavaz évit mon̄t-kuît gan̄d hé c’hrég hag hé baotr. Hag hé dâd-kaer a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄: Gwél pénaos é kouéz ann deiz, hag é tôsta ar pardaez: choum c’hoaz hiriô em zî, hag en em laouéna, ha war-c’hoaz en em likii enn hen̄t évid distrei d’as tî.
10Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.
11Ha pa oan̄t dijâ tôst da Jébus, ha ma teûé ann nôz é léac’h ann deiz, é lavaraz ar paotr d’hé vestr: Deûz, mé az péd, ha distrôomp étrézé kéar ar Jébuséed ha choumomp enn-hi.
12Hag hé vestr a lavaraz d’ézhan̄: N’az inn két é kéar eur bobl a-ziavéaz, ha né két eûz a vugalé Israel; hôgen mé a dréménô bété Gabaa:
13Ha pa vézinn arruet énô, é choumimp er géar-zé, pé da-vihana é kéar Rama.
14Tréménoud a réjon̄d éta é-biou da Jébus, hag é kerzchon̄t bépréd; hag ann héol a guzaz dira-z-hô pa oan̄t war-harz Gabaa, a zô é breûriez Ben̄jamin: L 5 Hag hî a zistrôaz évit choum énô. Ha pa oen̄t éat ébarz, éc’h azézchon̄t el leûr-ger; râk dén na fellé d’ézhan̄ hô digémérout hag hô herberc’hia.
16Ha chétu é teûaz eunn dén kôz, péhini a zistrôé eûz ar park hag eûz hé labour war ar pardaez, péhini a oa hé-unan eûz a venez Éfraim, hag a choumé ével eunn diavésiad é Gabaa; râk tûd ar vrô-zé a oa bugalé Jémini.
17Ann dén kôz ô sével hé zaoulagad a wélaz eunn dén azézet el leûr-gér gan̄d hé bakadou: hag hén̄ a lavaraz d’ezhan̄: A béléac’h é teûez? Ha péléac’h éz éz?
18Hag al Lévit a lavaraz d’ézhan̄: eûz a Vétléhem Juda é teûomp, hag éz éomp d’ar géar a zô war gostez ménez Éfraim, a béléac’h é oamp éat da Vétléhem: ha bréma éz éomp da dî Doué, ha dén na fell d’ézhan̄ hon digémérout enn hé dî,
19Pétrâ-bennâg ma hon eûz kôlô ha foenn évid ann azéned, ha bara ha gwîn évid-oun hag évit da blâc’h hag évit ar paotr a zô gan-én̄. N’hon eûz ézomm a nétrâ néméd eûz a herberc’h.
20Hag ann dén kôz a lavaraz d’éz-han̄: Ra vézô ar péoc’h gan-éz; mé a rôiô d’id kémen̄t ha ma éc’h eûz ézomm; hôgen hép-kén na choum két, mé az péd, war al leûr-ger.
21Hag hén̄ a lékéaz al Lévit da von̄d enn hé di, hag a voétaz ann azéned: ha goudé ma hô dôé gwalc’het hô zreid, hô lékéaz da ôber banvez.
22Pa édon̄t ô banvéza hag ô nerza hô c’horfou ô tibri hag oc’h éva, goudé skuizder ann hen̄t, é teûaz tûd eûz ar géar-zé, mipien Bélial (da lavaroud eo, hép reiz), péré ô véza kelc’hiet tî ann dén kôz, a zeûaz da skei war ann ôr, ô c’harmi out perc’hen ann tî, enn eul lavarout: Kâs er-méaz ann dén a zô éat enn da dî, évit ma wallimp anézhan̄.
23Hag ann dén kôz a iéaz er-méaz d’hô c’havout, hag a lavaraz: Na rît két, va breûdeûr, na rit két ann drouk-zé; râg ann dén-zé a zô deûet em zî da herberc’hia; éhanid éta ar follen̄tez-zé.
24Eur verc’h gwerc’h em eûz, hag ann dén-zé en deûz hé c’hrég: hô c’hâs a rinn d’é hoc’h évid hô mézékaat ha gwalc’ha hô kwall-ioul: hô pédi a rann hép-kén na réot két ar fallagriez-zé a-énep reiz é-kén̄ver eur goâz.
25Na fellé két d’ar ré-man̄ rei hô grâd d’hé lavar; ha pa wélaz al Lévit kémen̄t-sé, é kasaz d’ézhô hé c’hrég, hag é lézaz anézhi d’hô gwallerez: hag ar ré-man̄ goudé béza gwallet anézhi a-héd ann nôz, hé lézaz da von̄t pa oé deûet ar min̄tin.
26Hôgen ar c’hrég, pa oé diaézet ann dévalien, a zeûaz oud dôr ann tî, é péhini é choumé hé ozac’h, hag é kouézaz énô.
27Pa oé deûet ar min̄tin, é savaz ann ozac’h hag é tigoraz ann ôr évit heûlia hé hen̄t: ha chétu hé c’hrég a oa gourvézet é-tâl ann ôr, hag hé daouarn astennet war ann treûzou.
28Hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa kousket, a lavaraz d’ézhi: Saô, ha kerzomp. Hôgen hî na lavaraz gér; hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa marô, hé c’héméraz hag hé lékéaz war eunn azen; hag hén̄ a zistrôaz d’hé géar.
29Ha pa oé deûet d’hé dî, é kéméraz eur goun̄tel, hag ô véza trouc’het korf-marô hé c’hrég gan̄d hé eskern é daouzék lôden hag é daouzék tamm, é kasaz anézhô da holl harzou Israel.
30Pa wélchon̄t kemen̄t-sé, é léverchon̄t holl: Biskoaz n’eo bét gréat eunn dra hén̄vel enn Israel, abaoé ann deiz é péhini eo piñet hon tadou eûz ann Éjipt bété vréman̄: dougit ar varn ha livirit kévret pétrâ a zô da ôber enn darvoud-zé. ———— XX. PENNAD. Mipien Ben̄jamin a zô trec’het.