Levr ar Varnerien 20:13
Rôid d’é-omp ar oazed eûz a C’habaa, péré hô deûz gréat ann drouk mézuz-zé, évit ma varvin̄t, ha ma vézô tennet ann drouk eûz a Israel. Bugalé Ben̄jamin na fellaz két d’ézhô sélaoui gourc’hémenn bugalé Israel, hô breûdeûr:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 20
Cross References
Deuteronomy 13:5Hôgen penaoz hep-kén é oa éat gan̄t-han̄ enn eur c’hoad évit trouc’ha keûneûd, ha pénaoz pa édô ô trouc’ha, é oa éat ar vouc’hal eûz hé zourn, hag ann houarn ô véza dilammet euz hé droad en deûz skôet gan̄d hé viñoun, hag hé lazet; hén̄ a hellô tec’hi enn unan eûz ar c’heriou-zé, hag é vévô;
Deuteronomy 13:13N’az pézô kéd a druez out-han̄, hag é tenni torfed ar goâd dinam eûz a Israel, évit ma vézô vâd d’id.
Deuteronomy 17:12Eul léac’h az pézô er-méaz eûz ar c’hamp, é péléac’h éz î war-véaz.
Deuteronomy 21:21Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Deuteronomy 22:24Ann Aotrou a rôi d’as douar poultr é léac’h glaô; hag eûz ann én̄v é tiskennô ludu war-n-oud, kén na vézi kaset-da-gét.
Judges 19:22Pa édon̄t ô banvéza hag ô nerza hô c’horfou ô tibri hag oc’h éva, goudé skuizder ann hen̄t, é teûaz tûd eûz ar géar-zé, mipien Bélial (da lavaroud eo, hép reiz), péré ô véza kelc’hiet tî ann dén kôz, a zeûaz da skei war ann ôr, ô c’harmi out perc’hen ann tî, enn eul lavarout: Kâs er-méaz ann dén a zô éat enn da dî, évit ma wallimp anézhan̄.