The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 20

1Neûzé holl vugalé Israel a iéaz er-méaz, hag en em zastumaz holl ével eunn dén hép-kén, adalek Dan bété Bersabéé ha douar Galaad, étrézég ann Aotrou é Masfa.

2Hag holl bennou vrâz ar bobl, hag holl vreûriézou Israel en em gavaz é strollad pobl Doué, da ouzoud eo, pévar c’han̄t mil brézéliad war droad.

3(Ha bugalé Ben̄jamin a glévaz pénaoz bugalé Israel a oa piñet da Vasfa.) Goulennet é oé digan̄t al Lévit, ozac’h ar c’hrég a oa bét lazet, pénaoz é oa bét c’hoarvézet eunn torfed ker brâz.

4Hag hén̄ a lavaraz: Éat é oann bét é Gabaa Ben̄jamin̄ gan̄t va grég évit en em herberc’hia énô.

5Ha chétu tûd ar géar-zé a gelc’hiaz é-pâd ann nôz ann tî ma oann enn-han̄, ô fellout d’ézhô va laza, hag a heskinaz va grég gan̄d eur frouden a c’hadélez ker brâz ma eo marvet-hi.

6O véza kéméret hé c’horf, em eûz hé drouc’het a dammou hag em eûz kaset al lôdennou anézhan̄ da holl harzou hô prô, ô véza n’eo bét gréat biskoaz eunn torfed ker brâz nag eunn dismégan̄s kenn argarzuz enn Israel.

7Émoc’h aman̄ holl, bugalé Israel; grid ar péz a dléid da ôber.

8Hag ann holl bobl a zavaz hag a lavaraz enn eur vouéz: Na zistrôimp két a hon teltou, hag hini ac’hanomp n’az ai d’hé dî:

9Hôgen chétu aman̄ pétrâ a raimp kévret a-énep Gabaa.

10Ra vézô dilennet eûz a douez holl vreûriézou Israel dék dén war gan̄t, ha kan̄t war vil ha mil war zek mil, évit ma tougin̄t boéd d’ann armé, ha ma hellimp stourmi out Gabaa Ben̄jamin ha disteûrel war-n-ézhi ar péz a zellez évid ann torfed a zô bét gréat enn-hi.

11Holl Israel éta en em zastumaz é-tâl ar géar-zé, ével eunn dén hép-kén, gan̄d eunn hévélep ménoz, hag eunn hevélep dézô.

12Hag hî a gasaz kannaded étrézég holl vreûriez Ben̄jamin évit lavarout d’ézhô: Pérâg ef-hén̄ bét gréat eunn drouk ker brâz enn hô touez?

13Rôid d’é-omp ar oazed eûz a C’habaa, péré hô deûz gréat ann drouk mézuz-zé, évit ma varvin̄t, ha ma vézô tennet ann drouk eûz a Israel. Bugalé Ben̄jamin na fellaz két d’ézhô sélaoui gourc’hémenn bugalé Israel, hô breûdeûr:

14Hôgen eûz ann holl geriou eûz hô breûriez, en em zastumchon̄t é Gabaa, évit dougen skoazel da ré ar géar-zé, hag évit stourmi oud holl bobl Israel.

15Ha kavet é oé é breûriez Ben̄jamin pemp mil dén war-n-ugen̄t a denné ar c’hlézé, hép nivéri tûd Gabaa.

16Péré a oa seiz kan̄t dén eûz ar ré galounéka, a stourmé gan̄d ann dourn kleiz kerkoulz ha gan̄d ann dourn déou, hag a daolé mein gan̄d ar vatalm kén éeun, m’hô divijé paket eur vléven, hép ma vijé distrôet ann taol méan a dû é-béd.

17En em gavout a réaz ivé é-touez bugalé Israel, hép nivéri bugalé Ben̄jamin, pévar c’han̄t mil dén a denné ar c’hlézé ha daré da stourmi.

18Ar ré-man̄ a zavaz hag a zeûaz da di Doué, da lavaroud eo, da Zilo: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄d Doué, hag a lavaraz d’ezhan̄: Piou a vézô é penn hon armé a-énep bugalé Ben̄jamin? Hag ann Aotrou a lavaraz: Ra vézô Juda é penn gan-é-hoc’h. (T).

19Ha râk-tâl bugalé Israel ô sével diouc’h ar min̄tin̄, a steñaz hô c’bamp out Gabaa.

20Hag ô von̄d ac’hanô da vrézélékaat out bugalé Ben̄jamin, é teûchon̄t da stourmi out kéar Gabaa.

21Hôgen bugalé Ben̄jamin ô véza deûet er-méaz eûz a C’habaa, a lazaz enn deiz-zé daou vil dén war-n-ugen̄t eûz a vugalé Israel.

22Bugalé Israel ô fisiout war hô ners ha war hô niver, a gasaz adarré hô armé enn hévélep léac’h é péhini hô dôa stourmet ken̄t:

23Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout: Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.

24Ha pa dôstéaz an̄trônôz bugalé Israel évit stourmi out bugalé Ben̄jamin,

25Bugalé Ben̄jamin a zilamaz er-méaz eûz a bersier Gabaa, hag ô tiarbenna bugalé Israel, é réjon̄t anézhô eul lazérez ker brâz, ma choumaz war al 1éac’h triouec’h mil dén-a-vrézel.

26Râk-sé holl vugalé Israel a zeûaz da dî Doué, hag ô véza azézet é wélen̄t dirâg ann Aotrou: hag hî a iunaz enn deiz-zé bétég ar pardaez hag a gennigaz d’ann Aotrou sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h;

27Hag a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄ diwar-benn hô doaré. Enn amzer-zé arc’h kévrédigez ann Aotrou a oa énô,

28Ha Finées, mâb Eléazar, mâb Aaron, a oa ar c’hen̄ta é tî Doué. Kuzul a c’houlenchon̄t éta digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha nî a dlé c’hoaz stourmi out bugalé Ben̄jamin hor breûdeûr, pé mar tléomp paouéza? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit, râk war-c’hoaz hô likiinn étré hô taouarn.

29Ha bugalé Israel a lékéaz spiou war-drô da géar Gabaa;

30Hag hî a iéaz ann trédé gwéach gan̄d hô armé a-énep bugalé Ben̄jamin, ével m’hô dôa gréat ar gen̄ta hag ann eil gwéach.

31Bugale Ben̄jamin a zilamaz ivé eûz hô c’héar gan̄d herder, hag a iéaz pell war-lerc’h hô énébourien a dec’hé, enn hévélep doaré ma c’hlazchon̄t lôd anézhô ével ann deiz ken̄ta hag ann eil, hag é tispenchon̄t ar ré a drôé hô c’hein dré zaou hen̄t, dré ann hini a iéa da Vétel, ha dré ann hini a iéa da C’habaa; hag é lazchon̄t war-drô trégon̄t dén:

32Râg hî a venné é trec’hfen̄t anézhô ével m’hô dôa gréat a-ziaraok. Hôgen bugalé Israel a réa neûz da dec’hout, gan̄d ar ménô hô dôa da denna anézhô eûz hô c’héar, ha d’hô digas enn hen̄chou a béré hon eûz komzet ken̄t.

33Holl vugalé Israel éta a zavaz eûz al léac’h é péhini édon̄t, hag a reizaz hô armé el léac’h hanvet Baaltamar. Hag ar spierien a oa lékéat war-drô kéar, a zeûaz ivé d’en em ziskouéza.

34Ha da gerzout eûz a dû ar-c’hûs-héol eûz a géar. Hôgen dék mil dén all eûz a vugalé Israel a c’halvé tûd kéar d’ann emgann. Hag ar brézel a waské war bugalé Ben̄jamin; ha na welchon̄t két pénaoz ar marô a c’hourdrouzé anézhô a bép tû.

35Hag ann Aotrou a skôas war-n-ézhô dirâk bugalé Israel, péré a lazaz eûz anézhô enn deiz-zé pemp mil war-n-ugen̄t ha kan̄t dén, holl tûd-a-vrézel hag a denné ar c’hlézé.

36Hôgen bugalé Ben̄jamin, pa wélchon̄t né oan̄t két kré a-walc’h, en em lékéaz da déc’hout. Ha bugalé Israel ô wélout kémen̄t-sé, a rôas d’ézhô ann drô da dec’hout, évit ma kouézchen̄t er spiou a oa bét aozet d’ezhô é-harz kéar.

37Ar ré-man̄ ô sével râk-tâl eûz al léac’h é péhini é oan̄t kuzet, a dré-c’haz bugalé Ben̄jamin a dec’hé enn hô râok, a iéaz ébarz kéar hag a lazaz gan̄d ar c’hlézé ann holl dûd a oa enn-hi.

38Hôgen bugalé Israel hô dôa rôet da arouéz d’ar ré hô dôa lékéat é spî, pénaos goudé ma hô divijé kéméret kéar, é rajen̄t eunn tan brâz, évit a zeûjé ar môged da sével, ma tiskouézchen̄t pénaoz é oa kéméret kéar.

39Bugalé Israel é-kreiz ann emgann pa wélchon̄t kémen̄t-sé, (râk bugalé Ben̄jamin a venné pénaoz é tec’hen̄t, hag a iéa war hô lerc’h, goudé béza lazet trégon̄t dén eûz hô armé):

40Ha pa wélchon̄t ével eur peûl môged a zavé eûz a géar, bugalé Ben̄jamin ô sellout ivé war hô lerc’h, a wélaz pénaoz é oa kéméret kéar, ha pénaoz é savé ar flammou étrézég ann én̄v.

41Neûzé ar ré hô dôa gréat neûz da déc’hout, a énébaz ô tistrei a-grenn out-hô. (T). Ha bugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, en em lékéaz da dec’hout;

42Ha da von̄t war hen̄t ann distrô; hôgen hô énébourien a iéaz war hô lerc’h: hag ar ré hô dôa en̄tanet kéar, a iéaz war hô arbenn.

43C’hoarvézoud a réaz éta pénaoz é oen̄t tréc’het a bép tû gan̄d hô énébourien, ha na oé ehan é-béd d’al lazérez. Kouéza a réjon̄t marô war-zû sâv-héol Gabaa.

44Hôgen el léac’h-zé é oé lazet triouec’h mil dén, holl tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.

45Ar ré all eûz a vugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, a dec’haz étrézég ann distrô, hag a iéaz war-zû ar roc’h hanvet Remmon. Hôgen ô véza ma oan̄t skiñet tu-man̄ ha tu-hon̄t enn tec’h-zé, é oé lazet c’hoaz pemp mil anézhô. Ha p’az éan̄t pelloc’h, bugalé Israel a iéaz war hô lerc’h hag a lazaz c’hoaz daou vil anézhô.

46Hag ével-sé é c’hoarvézaz pénaoz ar ré holl eûz a vugalé Ben̄jamin péré a oé lazet é meûr a léac’h, a oé eûz a bemp mil dén war-n-ugen̄t, tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.

47Na choumaz éta eûz a holl vreûriez Ben̄jamin, eûz ar ré a hellaz mon̄t-kuit ha tec’hout d’ann distrô, némét c’houec’h kan̄t dén, péré a choumaz war roc’h Remmon é-pâd pévar miz.

48Hôgen bugalé Israel ô véza distrôet eûz ar brézel, a lazaz gan̄d ar c’hlézé kémen̄d a oa choumet é kéar, adaleg ann dûd bétég al loéned; hag holl geriou hag holl vourc’hiou Ben̄jamin a oé dévet gan̄d ann tân. ———— XXI. PENNAD. Dispennadur tûd Jabez-Galaad. Skrapérez merc’hed Silô.

← Levr ar Varnerien 19Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 21 →

Study Levr ar Varnerien 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021