Levr ar Varnerien 20:18
Ar ré-man̄ a zavaz hag a zeûaz da di Doué, da lavaroud eo, da Zilo: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄d Doué, hag a lavaraz d’ezhan̄: Piou a vézô é penn hon armé a-énep bugalé Ben̄jamin? Hag ann Aotrou a lavaraz: Ra vézô Juda é penn gan-é-hoc’h. (T).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Ha râk-tâl bugalé Israel ô sével diouc’h ar min̄tin̄, a steñaz hô c’bamp out Gabaa.
Read all of Levr ar Varnerien 20
Cross References
Numbers 27:21Rak-sé, pa vézô eunn dra da ôber, Éléazar ar bélek -brâz a c’houlennô ali digan̄d ann Aotrou. Diout gér Éléazar, Jozué a iélô hag a zeûi, hag holl vugalé Israel gan̄t-han̄, hag ann holl strollad.
Joshua 18:1Holl vugalé Israel en em zastumaz é Silo, hag a zavaz énô tabernakl ann desténi. Hag ar vrô a blégé dindân-hô.
Judges 1:2Hag ann Aotrou a lavaraz: Juda a biñô a-raok. Chétu em eûz lékéat douar ann énébourien étré hé zaouarn.
Judges 19:18Hag al Lévit a lavaraz d’ézhan̄: eûz a Vétléhem Juda é teûomp, hag éz éomp d’ar géar a zô war gostez ménez Éfraim, a béléac’h é oamp éat da Vétléhem: ha bréma éz éomp da dî Doué, ha dén na fell d’ézhan̄ hon digémérout enn hé dî,
Judges 20:23Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout: Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.