Levr ar Varnerien 21:8
Râk-sé é léverchon̄t: Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet étrézég ann Aotrou da Vasfa? Ha chétu e oé kavet pénaoz né oa két bét tûd Jabez-Galaad enn armé-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7A béléac’h é kémérin̄t-hi gragez? Râk ni hon eûz touet holl pénaoz na rôjemp két dézhô hor merc’hed.
9(Enn amzer-zé évit-gwir pa édô bugalé Israel é Silo, n’en em gavaz énô hini anézhô.)
Read all of Levr ar Varnerien 21
Cross References
Judges 5:23Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou: milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.
1 Samuel 11:9Ha pa an̄kounac’héchon̄t ann Aotrou hô Doué, é lékéaz anézhô étré daouarn Sisara, mestr armé Hasor, hag étré daouarn ar Filistined, hag étré daouarn roué Moab, péré a stourmaz out-hô.
2 Samuel 2:5Ha David a gasaz kannaded étrézé tûd Jabez-Galaad hag a lavaraz d’ézhô: Benniget ra viot gan̄d ann Aotrou, c’houi péré hoc’h eûz gréat ann drugarez-zé é-kén̄ver hoc’h aotrou Saül, hag hoc’h eûz hé vésiet.