Levr ar Varnerien 5:23
Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou: milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 5
Cross References
Judges 4:6Hag hî a gasaz da c’hervel Barak, mâb Abinoem, eûz a Zédez Neftali, hag é lavaraz d’ézhan̄: Ann Aotrou Doué Israel a ra ar gourc’hémenn-man̄ d’id: kéa, ha kâs ann armé war vénez Tabor, ha kémer gan-éz dék mil brézéliad eûz a vipien Neftali hag eûz a vipien Zabulon:
Judges 8:5Ha Gédéon a lavaraz da dûd Sokkot: Rôit bara, mé hô péd, d’ar bobl a zô gan-én̄, râk skuîz brâz in̄t; évit ma hellimp mon̄t war-lerc’h Zébéé ha Salmana, rouéed Madian.
Judges 8:8Hag ô piña ac’hanô, é teûaz da Fanuel: hag é réaz ann hévélep goulenn oud tûd al léac’h-zé. Hag hî a respoun̄taz ével m’hô dôa respoun̄tet tûd Sokkot.
Judges 21:8Râk-sé é léverchon̄t: Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet étrézég ann Aotrou da Vasfa? Ha chétu e oé kavet pénaoz né oa két bét tûd Jabez-Galaad enn armé-zé.