Levr ar Varnerien 5:11
El léac’h ma eo bét torret ar c’hirri ha ma eo bét tréc’het armé ann énébourien, énô é vézô lavaret péger féal ha péger mâd eo ann Aotrou (T) é-kén̄ver ar ré galounek eûz a Israel: Neûzé pobl ann Aotrou a zô diskennet é-tâl ar persier, hag en deûz bét ar galloud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Saô, saô, Debbora, saô, saô, ha kân eur ganaouen. Saô Barak, ha krâp enn da sklaved, mâb Abinoem.
Read all of Levr ar Varnerien 5
Cross References
Deuteronomy 22:24Ann Aotrou a rôi d’as douar poultr é léac’h glaô; hag eûz ann én̄v é tiskennô ludu war-n-oud, kén na vézi kaset-da-gét.
Judges 5:8Brézéliou névez en deûz dilennet ann Aotrou, hag hén̄ hé-unan en deûz diskaret dôriou hé énébourien: râk na wéled ken̄t na tiren na goaf é-touez daou-ugen̄t mil dén é Israel.
1 Samuel 12:7Hôgen ann Hébréed all a dreûzaz ar Jourdan dirâk brô Gad ha Galaad. Ha pa édô c’hoaz Saül é Galgala, ann holl bobl a heûlié anézhan̄ a oa spoun̄tet-brâz.
Psalms 71:15Va génou a embannô da reizded hag a zanévellô bemdez da zilvidigez; ô véza na anavézann két ar wiziégez,
Isaiah 12:3Tenna a réôd dour gan̄t lévénez eûz a feun̄teûniou ar Salver.